Mont d’an endalc’had

Grand Slam (bombezenn)

Eus Wikipedia
Grand Slam
ammunition model
Iskevrennad eusearthquake bomb Kemmañ
Deiziad krouiñ1943 Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed Kemmañ
Bro orinRouantelezh-Unanet Kemmañ
OberataerRoyal Air Force Kemmañ
SaverVickers, Vickers-Armstrongs Kemmañ
Treset gantBarnes Wallis Kemmañ
Lakaet er servij1945 Kemmañ

Ar vombezenn galloud etre (22 000 lb (Grand Slam)[1] a oa ur vombezenn sesmek 10 000 kilogramm implijet gant ar RAF Bomber Command e dibenn an Eil Brezel-bed, a-enep sibloù en Alamagn, pontoù-meur hent-houarn ha bonnoù splujerezed ar Kriegsmarine en o zouez.

Ar vombezenn a oa bet anvet da gentañ an Tallboy Large betek ma vije erruet anv ar steuñv arm kuzh betek ar c'hazetennoù ha kemmet e voe neuze an anv Tallboy evit an anv-kod Grand Slam. Damheñvel e oa ouzh ar vombezenn Tallboy met ponneroc'h, gant un tres hag ur vent tostoc'h ouzh an hini a oa bet raksoñjet gant e c'hrouer, Barnes Wallis, pa oa bet o labourat war ar steuñv bombezenn sesmek.

Bez' e oa bet ar vombezenn dre aer brasañ ha galloudusañ kendivizadel (nann nukleel) bet implijet e-kerzh ar brezel-bed. Ar bombezennoù galloud etre a oa bet savet evit kavout un diskoulm d'ar c'hudennoù a save gant ar re implij hollek, dre ma oa un darzhadenn brasoc'h ha korf ar vombezenn a oa kreñv a-walc'h evit reiñ an tu da ebarzhañ, dreist-holl an Tallboy ha Grand Slam. Korf ar Grand Slam a oa savet gant houarn mesket krom-molybdenum, hag an danvez-tarzh a rae ouzhpenn 43 dre gant eus hollad pouezh ar vombezenn.

Ar c'hirri-nij bombezer standart Avro Lancaster na c'hellent ket dezougen ar vombezenn; Avro a oa bet neuze o sevel 32 Lancaster B.Mk 1 (ispisial) gant kefluskerioù Merlin kemmet evit bezañ galloudusoc'h, lez ar c'hirri-nij savet ponneroc'h, hep dorioù toull bombezennoù ha tennet e oa bet un toullad dafar er c'harr-nij evit izelaat ar pouezh hollek. Pa oa o nijal ur c'harr-nij ispisial gant ar vombezenn Grand Slam, e oa diaes spontus da sturiañ ha kemenent e oa bet d'ar sturierien da chom hep degas kemmoù betek-re d'an ardivinkoù sturiañ, risklus e vije bet e mod all evit ar c'harr-nij a c'hellje kouezhañ. Ul Lancaster o tistreiñ gant ar vombezenn ne oa ket aotreet groñs da bradañ er RAF Woodhall Spa, bazenn ar 617 skouadrenn; rediet e oa da implij hent pradañ kalz hiroc'h RAF Carnaby.

Etre ar 14 a viz Meurzh betek an 19 a viz Ebrel 1945, 42 Grand Slam a oa bet banent war Alamagn. Pa oa tizhet betoñs kreñvaet, ar bombezennoù a oa techet da derriñ pe da darzhañ abred. Ar bombezennoù a oa bet savet evit tizhout douar pe lec'hioù gwan, da ebarzhañ pell e-barzh ha tarzhañ goude-se. Dre-se e oa krouet ur camouflet, o lakaat ar savadur a-us da gouezhañ. Ar bombezennoù Grand Slam a oa bet ar re galloudusañ bet implijet gant ar Gevredidi betek donedigezh ar bombezennoù nukleel diwezatoc'h er memes bloavezh. Goude ar brezel, ar Royal Air Force hag an United States Army Air Forces o devoa implijet ar Grand Slam ha bombezennoù a-seurt se evit taolioù-arnod.

  1. lb : al lur saoz (pound), a zo kevatal da 453,6 gramm ; 22 000 lb = 9 979,2 kg.