Grândola, Vila Morena

Eus Wikipedia

Grândola, Vila Morena zo ur ganaouenn bortugalek savet gant ar c'haner ha sonaozer Zeca Afonso, hag a gont ar gamaradiezh etre an dud o chom e Grândola, ur gêr vihan eus Alentejo. En amzer renad an diktatour António de Oliveira Salazar e veze sellet ouzh ar ganaouenn-se evel unan a-du gant ar gomunouriezh ha difennet e oa kanañ anezhi e Portugal.

Kanet e voe evit ar wech kentañ gant Zeca Afonso en ur sonadeg e Santiago de Compostela, e Galiza, e miz Mae 1972.

D'ar 25 a viz Ebrel 1974, da hanternoz ugent e voe skignet ar ganaouenn-se gant Radio Renascença, ur skingomz katolik eus Portugal. Ganti e voe kemennet d'ar soudarded en em sevel a-enep ar gouarnamant. Merkañ a ra neuze deroù Dispac'h ar Jenofl hag a ziskaras ar gouarnamant. Arouez an dispac'h-se eo eta, ha kanet e voe en-dro da ziskouez enebiezh ouzh ar gouarnamant, evel da skouer e miz C'hwevrer 2013 pa voe troc'het e gaoz da gentañ ministr Portugal gant tud o kanañ anezhi er parlamant[1].

Kanet eo bet gant kanerien all ivez, evel gant Linda de Suza pe Amália Rodrigues.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]