Gouennad
| Iskevrennad eus | vine, fruit cultivar, Hibrid |
|---|---|
| Takson uheloc'h | Vitis vinifera |
| Roll elfennoù | list of grape varieties |
Ur ouennad a zo ur c'hultivar eus ar winienn voutin (Vitis vinifera) gant ur genom dibar ha gant perzhioù fenotipek ha biologel.
Evit diforc'hañ ar gouennadoù a zo e vez studiet stumm an deliennoù, ar c'hrapadoù, an hugennoù, o liv hag o neuz.
Gwechoù zo n'eus nemet ur c'hultivar en ur ouennad, da skouer ar syrah, gwechoù all ez eus meur a hini, da skouer ar grenache : grenache du, grenache gris, grenache gwenn.
Gouennadoù gwin a zo, ha gouennadoù rezin debriñ. Meur a anv a zo ganto alies. Ur ouennad, pe meur a hini, a c'hall bezañ implijet evit aozañ gwin. Al labelioù AOK hag AOG a gemer e kont ar gouennadoù implijet, e-touez traoù all.
Ar gouennadoù gounezet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Bro-C'hall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar 210 gouennad aotret e Frañs e golo 10 anezho ouzhpenn 70 % eus ar gorread plantet gant gwini[1] :
- Gouennadoù du : merlot (14 %), grenache du (11 %), syrah (8 %), cabernet sauvignon (6,5 %), carignan (5,3 %), Pinot du (3,7 %), gamay (3,5 %) ;
- Gouennadoù gwenn : ugni gwenn (10,2 %), chardonnay (5,6 %), sauvignon gwenn (3,5 %), savagnin.
E Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar gouennadoù implijet e Breiz ha zo : melon B (evit ar muskadig), folle-blanche evit gros-plant a vro-Naoned, berligou (gwin Duked Breizh), gamay, pinot du...
Er bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Cabernet, cabernet sauvignon, merlot, chardonnay, syrah, grenache, riesling, gamay, muscat, sylvaner, tempranillo...
- Cabernet sauvignon
- Pinot du
- Aligoté
- Chardonnay