Mont d’an endalc’had

Gouennañ

Eus Wikipedia
Gouennañ
biological process, type of process
Iskevrennad eusbiological process, creation Kemmañ
Efedprocreation Kemmañ
Produoffspring Kemmañ
Dezverket dremode of biological reproduction Kemmañ

Ar gouennañ a zo un argerzh bevoniel hag a brodu organegoù nevez eus ur spesad diwar un hinienn (pe div) rakvezant eus ar spedad-mañ. Ar gouennañ a zo, gant ar mezhur, unan eus an arc'hweloù bras rannet gant an holl vevedegoù evit ma treuzvevfe o spesad, hag a yafe da get heptañ.

Frouezh ar skav-gwrac'h (ar samar) a zo enno ur c'hreunenn, hag un askell evit stardañ ar c'houezh ha neuze aesaat ar strewadur gant an avel.

N'eus nemet 50% eus an organegoù hag a ouenn[1], hag an organegoù ne dreuzkasont nemet 50% eus o genoù[2].

Ur ran e-touez miliadoù a vioù hiliet.

Daou zoare gouennañ a zo : ar gouennañ anrevel hag ar gouennañ revel. Er gouennañ anrevel e c'hall un organeg gouennañ hep un organeg all. Krouiñ a ra ur gopienn anezhañ heñvel he genetik, pe dost. Ar gouennañ anrevel a vez graet gant an organegoù unkelligek koulz hag ar re lieskelligek.

Ar gouennañ gant preder ar c'helin (elan benevel gant he c'holen, Park broadel ar Menezioù Roc'hellek).

Er gouennañ revel e tle bezañ e darempred div gellig ouennañ anvet gametoù. Krouet e vez ar gametoù dre ar meioz. Pep gamet a zo ennañ an hanter eus kromozomoù ur gellig normal. Hiliañ a ra an daou c'hamet, ur gellig sper hag ur gellig viell, a-benn krouiñ ur gellig all anvet zigot. E zezverkoù genetek zo deveret eus re ar c'helligoù kerentel.

  1. Ridley M (2004) Evolution, 3rd edition. Blackwell Publishing, p. 314.
  2. John Maynard Smith The Evolution of Sex 1978.