Gouarnamant Ukraina
| Iskevrennad eus | kabined |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | 18 Gwe 1991 |
| Arvez | E-Government of Ukraine |
| Anv ofisiel | Кабінет Міністрів України |
| Anv er yezh orin | Кабінет Міністрів України |
| Den e penn an aozadur | Kentañ Ministr Ukraina |
| Prezidant | Denys Shmyhal |
| Stad | Ukraina |
| A dalv evit tiriad | Ukraina |
| Aozadur mamm | Verkhovna Rada |
| Sez sokial | Budynok Uryadu |
| Erlec'hiañ a ra | Council of Ministers of the Ukrainian SSR, Government of the Ukrainian People's Republic in exile |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.kmu.gov.ua/ |
Kabined ministred Ukraina (ukraineg: Кабінет Міністрів України, Kabinet Ministriv Ukrainy ha berraet en CabMin), brudetoc'h evel Gouarnamant Ukraina (ukraineg: Уряд України, Uriad Ukrainy), eo bodad uhelañ ar galloud erounit e Stad Ukraina[1]. Kabined ministred Ukraina a oa bet da gentañ hini SSR Ukraina, hag a oa bet krouet d'an 18 a viz Ebrel 1991, hervez lezenn Republik Soviedel Ukraina Niverenn 980-XII. Vitold Fokin e oa bet ar c'hentañ Kentañ ministr eus Ukraina.
Ar c'habined a zo ur c'hengor a labour a-stroll, gant ar c'hentañ ministr eus Ukraina hag ar besministred ha gant ar ministred all a labour a vot e-kerzh emvodoù ar c'habined. Ar c'hentañ ministr eo a zo e penn ar c'habined. Lod besministred a c'hell bezañ lakaet da bes kentañ ministr.