Mont d’an endalc’had

Gouarnamant Kuzh Polonat

Eus Wikipedia
Gouarnamant Danzouar Polonat
aozadur, bro istorel
Deiziad krouiñ1939 Kemmañ
Anv er yezh orinPolskie Państwo Podziemne Kemmañ
Yezh ofisielpoloneg Kemmañ
Kan broadelMazurek Dąbrowskiego Kemmañ
KevandirEuropa Kemmañ
Deiziad divodañ1945 Kemmañ

Ar Gouarnamant Danzouar Polonat (poloneg: Polskie Państwo Podziemne), brudet ivez evel Gouarnamant Kuzh Polonat) [1] a oa un aozadur politikel ha milourel savet gant unvaniezh an aozadurioù rezistañs e Polonia dalc'het hag a oa leal da c'houarnamant Republik Polonia e Londrez. Kentañ aozadurioù ar Stad danzouar a oa bet savet e devezhioù diwezhañ aloubadeg alaman ha soviedat Polonia, e fin miz Gwengolo 1939. Ar Stad kuzh a oa gwelet gant e harperien evel kendalc'h lezennel Republik Polonia (hag e ensavadurioù) a oa bet o stourm a-enep nerzhioù dalc'hidigezh ar vro: Alamagn Nazi hag an Unvaniezh Soviedel. Ar gouarnamant danzouar ne oa ket hepken o ren ar rezistañs armet, bez e oa ivez unan a rene ensavadurioù trevour, ar justis, an deskadurezh, ar sevenadur ha servijoù sokial.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]