Mont d’an endalc’had

Gouarnamant Iran

Eus Wikipedia
Gouarnamant Iran
galloud erounit
Anv er yezh orinنظام جمهوری اسلامی ایران Kemmañ
BroIran Kemmañ
A dalv evit tiriadIran Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.dolat.ir/ Kemmañ

Gouarnamant Republik islamek Iran (perseg: نظام جمهوری اسلامی ایران, Nezâm-e Jomhuri-ye Eslâmi-ye Irân), brudet ivez evel Nezam (perseg: نظام, ar sistem)[1], eo gouarnamant bro Iran[2].

Hervez bonreizh ar vro, lakaet da dalvezout dre ur referendom[3], e vez rannet ar galloudoù etre ar galloud erounit, ar galloud lezennel hag ar galloud justis[4]. Penn uhel Iran eo penn ar Stad ha penn Nerzhioù lu Republik islamek Iran[5].

Hiziv-an-deiz eo unan eus an tri gouarnamant, er bed, hag a implij an titl Republik islamek[6][7].

Emvod ar gouarnamant iranian d'an 2 a viz Even 1987. Degemenner ar parlamant Hashemi Rafsanjani (a-gleiz), ar prezidant Ali Khamenei (e-kreiz) ha penn al lez uhelañ Mousavi Ardebili (a-zehoù).

Republik islamek Iran a oa bet krouet nebeut amzer goude ar reveulzi islamek. Ar c'hentañ manifestadegoù bras a oa bet e Genver 1987, ar pal a oa bet skarzhañ ar Chah Mohammad Reza Pahlavi[8], ha goustadik e oa troet al luskad evit goulenn ma vije savet ur vonreizh diazezet war an islam ha savidigezh un deokratelezh, ar pezh a oa bet graet e miz Kerzu 1979. Roet e oa bet lamm d'ar vonarkiezh. Ar Chah a oa tec'het d'an harlu[9] e miz Genver 1979 goude harzoù-labour ha manifestadegoù bras a-enep dezhañ hag e renad hag o devoa stanket ar vro. An Ayatollah Khomeini a oa distroet d'ar vro e miz C'hwevrer eus ar memes bloavezh, ha degemeret e oa bet e Tehran, ar gêr-benn, gant milionoù a dud[10]. Fin an dierniezh Pahlavi a oa erruet d'an 11 a viz C'hwevrer pa oa bet nerzhioù lu Iran oc'h en em zisklêriañ "neptu" goude ma vije bet unvezioù rebelled ha guerilla o vezañ muioc'h-mui trec'h warno en emgannoù er c'hêrioù.

Notennoù ha daveennnoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Glossary of Iranian Political Terms, 21 March 2010, <http://www.irdiplomacy.ir/en/page/8727/Glossary+of+Iranian+Political+Terms.html>. Retrieved on Patrom:Date
  2. تاریخچه انقلاب اسلامی ایران از ابتدا تاکنون. dana.ir.
  3. همه پرسی قانون اساسی جمهوری اسلامی. imam-khomeini.ir.
  4. قوه مقننه در قانون اساسی جمهوری اسلامی ایران. hawzah.net.
  5. جایگاه نیروهای مسلح در نظام جمهوری اسلامی ایران. hawzah.ne.
  6. کدام کشورها، نظام جمهوری اسلامی دارند؟. Shabestan News Agency.
  7. The Gambia: President Adama Barrow pledges reforms. Al Jazeera (28 Jan 2017).
  8. The Iranian Revolution.
  9. (2020) "Iran-Iraq-Syria", Shocks and Rivalries in the Middle East and North Africa. Georgetown University Press. 113 p. “After more than a year of civil strife and street protests, Shah Mohammad Reza Pahlavi left Iran for exile in January 1979.” 
  10. Ruhollah Khomeini Patrom:Webarchive, Encyclopædia Britannica.