Gouarnamant Beiyang
Deiziad krouiñ | 10 Her 1912 ![]() |
---|---|
Anv er yezh a orin | 中華民國 ![]() |
Yezh ofisiel | mandarineg ![]() |
Kan broadel | The Song to the Auspicious Cloud, China Heroically Stands in the Universe ![]() |
Kêr-benn | Beijing ![]() |
Daveennoù douaroniel | 39°54′0″N 116°23′0″E ![]() |
Renad politikel | unveliezh ![]() |
Korf lezenniñ | National Assembly (Beiyang government) ![]() |
Moneiz | Chinese yuan, yuan ![]() |
Bet erlec'hiet gant | National Government of the Republic of China ![]() |
Erlec'hiañ a ra | Provisional Government of the Republic of China (1912-1913) ![]() |
Yezh implijet | mandarineg ![]() |
Deiziad divodañ | 29 Kzu 1928 ![]() |
Banniel (deskrivadur) | Five Races Under One Union ![]() |
Ardamezioù | Blue Sky with a White Sun ![]() |

Gouarnamant Beiyang[1] e oa ar gouarnamant anavezet en un doare etrebroadel evit Republik Sina eus 1912 betek 1928, ha diazezet e Beijing. Renet e oa gant jeneraled Lu Beiyang, alese an anv-se.
Ar jeneral Yuan Shikai en doa roet un harp milourel da Sun Yat-sen evit reiñ an tu dezhañ da reiñ lamm d'an Dierniezh Qing ha da embann Republik Sina e 1912. Dre ma oa mestr Yuan war an arme, e oa deuet a-benn buan da vezañ mestr gwirion ar republik nevez-savet[2]. Ar gouarnamant koulz hag an nerzhioù lu a oa suj d'an aotrouniezh trevour hervez bonreizh ar republik, met e giwrionez Yuan hag ar jeneraled all eo hag a roe an urzhioù. Goude marv Yuan e 1916, al lu a oa bet rannet etre meur a luskad renet gant "aotrouien brezel" a glaske bezañ an hini galloudusañ er vro. Trubuilhoù bras a oa kroget, anvet Marevezh Aotrouien ar brezel. War dachenn al liammoù etrebroadel, gouarnamant Beiyang a oa gwelet evel lezennel gant ar Galloudoù bras, hag anavezet a-fed an diplomatiezh, an amprestoù arc'hant, hag ar sevel tailhoù ha taosoù nevez.