Gotthard Heinrici

Eus Wikipedia
Gotthard Heinrici
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhAlamagn Kemmañ
AllegianceTrede Reich Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denGotthard Carl Fedor Heinrici Kemmañ
Anv-bihanGotthard Kemmañ
Anv-familhHeinrici Kemmañ
Deiziad ganedigezh25 Kzu 1886 Kemmañ
Lec'h ganedigezhGusev Kemmañ
Deiziad ar marv13 Kzu 1971 Kemmañ
Lec'h ar marvFreiburg im Breisgau Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg Kemmañ
Micherofiser, milour Kemmañ
Deroù ar prantad labour1905 Kemmañ
Grad milourelGeneraloberst Kemmañ
Commander of (DEPRECATED)16th Infantry Division Kemmañ
BrezelBrezel-bed kentañ, Eil Brezel-bed, Slovak Republic, Battle of the Seelow Heights Kemmañ
Korf an armeImperial German Army Kemmañ
Military unit1. Panzerarmee Kemmañ
Gotthard Heinrici

Gotthard Heinrici, ganet d'ar 25 a viz Kerzu 1886 hag aet da Anaon d'an 10 a viz Kerzu 1971, a oa un ofiser uhel alaman e-pad an Eil brezel-bed. Heinrici a zo bet brudet pa voe lakaet evel penn Strollad Arme ar Vistula, ar peurrest eus ar Strollad Arme Kreiz, war talbenn Berlin e miz Ebrel 1945.

Ar Generalfeldmarschall Günther von Kluge a-gleiz gant Gotthard Heinrici er bloavezh 1943

Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Talbenn Berlin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 20 a viz Meurzh 1945, Adolf Hitler a lakae Heinrici e-plas Heinrich Himmler evel penn uhelañ ar Strollad Arme ar Vistula war Talbenn ar Reter. Gant an digarez da vezañ klañv, Himmler a oa tec'het eus e bost d'an 13 a viz Meurzh hag aet da guzhat en ur sanatorium en Hohenlychen. Talbenn Strollad Arme ar Vistula na oa nemet 80 kilometrad bennak eus kêr-benn ar Reich, Berlin.

Strollad Arme ar Vistula a oa savet gant div arme: an 3e Arme Panzer renet gant ar jeneral Hasso von Manteuffel hag an 9vet Arme renet gant ar jeneral Theodor Busse. Heinrici a oa bet kefridiet da dalañ ouzh an tagadennoù soviedel war ar stêr Oder en desped da vezañ e penn un armead didud hag isdafaret. N'eus nemet an tiriad a roe harp da Heinrici; toullet e voe gant fozioù difenn ha kuzhet an 9vet Arme war teir linenn difenn war uhelderioù Seelow. Staliet mat e oa an alamanted a-us da douaroù traez, ha bouilhennek ribloù an Oder. 3de Arme Panzer Manteuffe,dafaret gant nebeutoc'h ha kirri hobregonet evit an 9vet Arme, a oa bet staliet dammheñvel met en norzh evit talañ ouzh un dagadenn a-gostez gant ar Marechal Konstantin Rokossovsky hag e 2vet Talbenn Bielorusian.

D'ar 16 a viz Ebrel e oa kroget Emgann an Oder-Neisse. An Arme Ruz a dage gant 1 500 000 soudard evit ar pezh a anvent "Oberiadur argadiñ Berlin".

E-pad Emgann Berlin, Heinrici a lakas e nerzhioù lu da gilañ war-zu ar c'hornôg ha ne glaskas ket difenn ar gêr. E fin miz Ebrel, Heinrici a roe an urzh da gilañ d'e strollad arme a-dreñv ar stêr Oder. Hitler ne voe kelaouet eus ar fed-se nemet d'an 21 a viz Ebrel, goude ma voe savet ur goulenn iskis gant Heinrici. Hennezh a c'houlenne bezañ aotreet da staliañ e lec'h-penn en ul lec'h nevez, hag a oa e kornôg Berlin.

Soñjoù personel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezet e oa d'ur vaouez hanter-yuzev (Mischling), en desped da-se Heinrici a oa harper d'ar renad nazi ha d'ar mennozhioù faskour evel mennad al Lebensraum. Ne oa ket a-du gant ar soñjoù ha lezennoù gouennelour. Heuget don e oa bet gant ar pogromoù enep-yuzev e-pad ar Kristallnacht, met chomet e oa leal d'ar renad nazi. E penn kentañ an Oberiadur brezel Barbarossa, Heinrici, pa oa bet roet dezhañ ar Kommissarbefehl, en devoa asantet gant ar mennozh o embann e oa un doare da dalañ ouzh an dizurzh dres a-dreñv an talbenn. N'en doa ket asantet urzhioù "an douar devet", dreist-holl evit kêr istorel Smolensk.

Gotthard Heinrici e 1943

Evel penn milourel, an istorourien a lar eus outañ e oa ar gwellañ difenner eus ar Wehrmacht hag ur mailh gwelet gant estlamm gant ar jeneraled all. N'eo ket chomet brudet an den rak hervez gerioù Samuel W. Mitcham, e oa Heinrich "as charismatic as a 20-pound sack of fertilizer" .