Golden Sun (heuliad c'hoarioù video)
| Tachenn | RPG |
|---|---|
| Savenn | Game Boy Advance |
| Deiziad embann | 11 Du 2001 |
| Yezh an oberenn pe an anv | alamaneg |
| Doare c'hoari | c'hoari e-unan |
| Renkadur USK | USK 0 |
Golden Sun pe 黄金の太陽 開かれし封印 (Ōgon no Taiyō Hirakareshi Fūin) a zo un heuliad c'hoarioù video embannet e 2001 war Game Boy Advance. Meur a c'hoari Golden Sun a zo bet embannet abaoe an hini kentañ. Goude ar c'hoari Golden Sun e oa bet Golden Sun: The Lost Age ha Golden Sun: Dark Dawn.
Irienn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E bed Weyard e oa ur galloud hollvezant anvet Alchimi. Galloud an Alchimi a roe da holl annezidi Weyard galloudoù anvet Psynergi. Gant ar galloudoù-se, mab-den a save kêrioù divent ha brav, mekanikoù digredus. Ar "Bloavezhioù Aour" e veze anvet ar mare-se. Nemet, mab-den a grogas da implijout ar galloud-se evit ober traoù fall, ur brezel divent en doa kroget, ha distrujet e vije Weyard ma ne vije ket bet paouezet gant ur strollad furion, hag o doa kuzhet an Alchimi e pevar zour-tan en ur implijout peder steredenn vurzhudus, unan evit pep elfenn. Ar stered a oa bet kuzhet gant ar furion en un templ e diabarzh ur c'hrec'h. Dindan ar c'hrec'h-se ez eus ur gêriadenn anvet Val.
