Mont d’an endalc’had

Pen y Gogarth

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Gogarth)
Pen y Gogarth, gwelet eus Penmaen-bach

Y Gogarth, pe Pen y Gogarth (The Great Orme e saozneg) zo un dorgenn, 200 metr uhelder dezhi, war ul ledenez er c'hornôg da gêr Llandudno, e hanternoz Kembre, dirak Bae Llandudno.

Gallout a reer kerzhout betek al lein, hag un tram zo ivez da vont tost betek ar penn uhelañ.

Cyngreawdr Fynydd

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An anv kozh e kembraeg e oa Cyngreadr pe Cyngreawdr Fynydd. Ar barzh krennamzerel Gwalchmai ap Meilyr a ra meneg anezhañ e Gorhoffedd Gwalchmai:

Dyogladd gwenyg gwyn Gyngreawdr fynydd,
Morfa Rhianedd Maelgwn rebydd.
(Tonnoù gwenn zo o skeiñ menez Cyngreawdr,
Morfa Rhianedd ar roue Maelgwn.)
Tramgarr war dor ar menez.