Godinette
Neuz
Ar godinette a zo ur c'hoktel krouet e 1977 gant Simone Morand evit ar gouel La Gallésie en fête e Mousterfil[1],[2]. Anvet e voe diwar La Godinette, ur strollad sonerezh eus Breizh-Uhel.
Graet e vez gant sivi, a-wechoù flamboez ivez, sukr, lambig, gros-plant a vro-Naoned pe muskadig, ha likor kastrilhez-du. Evit aozañ godinette eo ret lakaat ar frouezh da c'hlec'hiañ er gwin gwenn sec'h hag el lambig[3]. Er rekipe "hengounel" e vez graet gant sivi Plougastell. Ezhomm zo daou zevezh da brientiñ pep tra.
Mat eo ar godinette pa vez kalz kouvidi, rak n'eo ket ur c'hoktel hinienel ha prientet e vez en ur saladennouer bras pe ur jarl. Evel ar punch hag ar sangria e c'hall bezañ servijet gant tammoù frouezh[4].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- gallaoueg : La Godinette, ene recepe de la Gallésie en Fête, ar godinette kinniget e gallaoueg war lec'hienn ar gouel La Gallésie en fête.
- (fr) Godinette : recette bretonne du cocktail aux fruits rouges, pep tra diwar-benn ar godinette war al lec'hienn lazybrunch.fr.
- (fr) Recette godinette bretonne facile : réussissez en 3 jours, rekipe ar godinette war al lec'hienn c'hall www.vignobles-teillet.fr
- (fr) La godinette, une recette qui fait mouche !, Gouel ar godinette e La Varenne, ur gumun war an harzoù etre departamantoù Maine-ha-Liger ha Liger-Atlantel,
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ La Godinette, une recette de la Gallésie en Fête, war al lec'hienn gallesie-monterfil.bzh, gwelet d'ar 7 a viz Meurzh 2026.
- ↑ La recette de la Godinette war al lec'hienn lesceltiquesdeguerande.bzh, gwelet d'ar 7 a viz Meurzh 2026.
- ↑ Un excellent cocktail breton : la godinette war al lec'hienn aperibreizh.fr, gwelet d'ar 7 a viz Meurzh 2026.
- ↑ Recette d’un cocktail breton : la godinette war al lec'hienn recettes-bretonnes.fr, gwelet d'ar 7 a viz Meurzh 2026.