Mont d’an endalc’had

Gochtial

Eus Wikipedia
Gochtial
bara, brioch
StadFrañs Kemmañ
Lec'hGourenez Rewiz Kemmañ
Bro orinFrañs Kemmañ

Ar gochtial a zo ur varaenn vriochet[1],[2]. eus Mor Bihan Gwened.

Ar ger gochtial eo distagadur gwenedek "gwestall", da lavaret eo gwastell.

Genidik eo eus kumun Sant-Armael, e gourenez Rewiz. Ront ha garbet eo ar varaenn-se, fetis he minvig. Bez ez eus anezhi abaoe an XIXvet kantved hag ijinet e vefe bet gant ur baraer eus kumun Hezoù. Fardet e veze ar gochtial e-keñver deiz sant Visant d'an 22 a viz Genver[1]. An holl dud eus ar gourenez a zigase o gochtial e forn vara ar baraer. En enor da sant Visant e vez lidet ar gouel-se c'hoazh, rak paeron ar winiennerien eo.

Kuzh eo chomet e rekipe resis[3] met e tle bezañ an aozennoù bleud ed, toaz bara goet, laezh fresk, amann, sukr, vioù, go ar baraer ha holen.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 ha1,1 Made in Rhuys : le gochtial de Saint-Armel e ouest-france.fr, Ouest-France, 19 a viz Eost 2012.
  2. Le gochtial, pain top secret e letelegramme.fr, 18 a viz Gouere 2013.
  3. Le gochtial garde sa part de mystère e ouest-france.fr, 19-1-2015.
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.