Goblin Slayer
| Titl | ゴブリンスレイヤー |
|---|---|
| Labour da-heul | Goblin Slayer, Goblin Slayer, Goblin Slayer Side Story, Goblin Slayer: Goblin's Crown |
| Tachenn | Dark fantasy, faltazi avantur |
| Aozer | Kagyū Kumo |
| Ti-embann | GA Bunko |
| Deiziad embann | 2016 |
| Bro orin | Japan |
| Yezh an oberenn pe an anv | japaneg |
| Skeudennaouer | Noboru Kannatsuki |
| Tudennoù | Goblin Slayer, Sword Maiden |
| Lec'hienn ofisiel | https://ga.sbcr.jp/sp/goblin_slayer/ |

| Goblin Slayer | |
|---|---|
| ゴブリンスレイヤ Goburin Sureiyā | |
| Rummad | Seinen manga |
| Doare | Seinen manga |
| Goblin Slayer | |
| Senario | Kōsuke Kurose |
| Treser | |
| Embanner | |
| Rakembann | |
| Embann | 25 a viz Mae 2016 - Bremañ |
| Levrennoù | 6 betek-henn |
Goblin Slayer (japaneg: ゴブリンスレイヤー romanekadur Hepburn: Goburin Sureiyā) zo un heuliad romantoù japanek dark fantasy gant Kumo Kagyu ha skeudennet gant Noboru Kannatuki. Un adsevel doare manga a zo bet savet gant Kōsuke Kurose hag embannet bep miz er gazetenn Monthly Big Gangan. Un eil adsevel a zo bet gant Masahiro Ikeno embannet er memes kelaouenn. Ur manga en a-raok gant Kento Eida a zo embannet en Young Gangan. Teir fladenn romant aodio a zo bet embannet ivez. Ur stirad tresadennoù-bev japanat a zo bet savet gant ar studio White Fox hag embannet evit ar wech kentañ d'ar 7 a viz Here betek an 30 a viz Kerzu 2018. An heuliad manga a zo doare seinen gant feulster garv ha lodennoù reizhel kreñv
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En ur bed fantasy, avanturourien a zeu eus pep lec'h evit dont da vezañ ezel eus ur c'houch. Kevratoù lies a zo hag hervez an dañjer e vez paeet mat. Ur velegez yaouank a 15 vloaz, diskiant eus ar bed-se a vez degemeret en ur skipailh kefridiet da chaseal goblined. Ur c'hwitadenn eo ar chase, an holl a zo lazhet nemeti. Savetaet eo gant un c'hadour iskis anvet Goblin Slayer, hag a zo mennet gant ar c'hoant da lazhadegañ an holl goblined dre an holl zoareoù memes ar re euzhusañ.