Glossop (Derbyshire)

Eus Wikipedia
Ur pennad Glossop zo ivez.
Park ar c'hastell, e Glossop
Gwel eus Glossop.

Glossop zo ur gêr eus Derbyshire, er Peak District, e Bro-Saoz, nepell diouzh Manchester.

An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un anv saoznek eo Glossop ha roet e voe d'al lec'h er VIIvet kantved. Moarvat e teu eus Glott's Hop ; Glott a oa un anv-den hensaoznek ha hop a c'hallfe bezañ un draoñienn pe un tamm douar e-kreiz geunioù (evel "enez" el lec'hanvadurezh vrezhonek)[1],[2].

  • Glosop 1086 (Domesday Book)
  • Glotsop 1219 Fees
  • Glossope 1245 Ch
  • Gloshop 1290 Ch

Da vare ar Romaned e voe savet ur c'hreñvlec'h, anvet Adrotalia, e dibenn ar I kantved. War un uhelder dreist ar stêr e oa ar c'hreñvlec'h-se[3]. Addizoloet e voe e 1771 gant an istorour John Watson. Furchet e voe al lec'h, adanvet Melandra Castle.

Ardotalia, an anv latin kozh, a deufe eus un anv keltiek hag a vije bet roet d'ur c'hreñvlec'h roman (deuet marteze war-lerc'h ur c'hreñvlec'h keltiek).

E Dizanv Ravenna 10658 e lenner ZERDOTALIA. Hervez Rivet & Smith e vefe un anv fazius, skrivet fall, ZERDOTALIA, ar ZER deut eus lost un anv bennak staget ouzh ARDOTALIA[4]. Savet e vefe an anv-se diwar an elfennoù *ardu-, penn, krec'h (kv. Penn-ardd en kembraeg) ha tal, talbenn. Neuze e talvezfe kement ha "kreñvlec'h war an uhel".

Mein roman engravet

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet eo bet an anv dre oberennoù P.G. Wodehouse, ma'z eo anv un tiegezh mondianed.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Eilert Ekwall : The Concise Oxford Dictionary of English Place-Names. Clarendon Press. Oxford. 1936, 1980
  2. A.D. Mills : Oxford Dictionary of British Place Names. Oxford University Press. 1991, 2003
  3. Ordnance Survey : Map of Roman Britain. Southampton. 1956
  4. * A.L.F. Rivet & Colin Smith : The Place-Names of Roman Britain. B.T. Batsford Ltd. London. 1979 - 1982 (Ardotalia : pp. 256-257).