Mont d’an endalc’had

Gloria Steinem

Eus Wikipedia
Gloria Steinem
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denGloria Marie Steinem Kemmañ
Anv ganedigezhGloria Marie Steinem Kemmañ
Anv-bihanGloria Kemmañ
Anv-familhSteinem Kemmañ
AnvGloria Marie Steinem Kemmañ
Deiziad ganedigezh25 Meurzh 1934 Kemmañ
Lec'h ganedigezhToledo Kemmañ
Deiziad ar marv2 Gwengolo 2026 Kemmañ
Lec'h ar marvNew York Kemmañ
Breur pe c'hoarSusanne Steinem Patch Kemmañ
PriedDavid Bale Kemmañ
KarChristian Bale Kemmañ
Den heverkFlorynce Kennedy Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
ImplijerChayanne, CIA Kemmañ
Bet war ar studi eSmith College, Waite High School Kemmañ
Diellaouet gantSophia Smith Collection Kemmañ
LuskadGwregelouriezh Kemmañ
Ezel eusPhi Beta Kappa Society, National Women's Political Caucus, Democratic Socialists of America, American Academy of Arts and Sciences Kemmañ
Ideologiezh politikelliberalism in the United States, enep-komunouriezh Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.gloriasteinem.com/ Kemmañ

Gloria Marie Steinem; ganet d'ar 25 a viz Meurzh 1934 hag aet da Anaon d'an 2 a viz Gwengolo 2026, a oa ur stourmerez sokial ha kazetennerez stadunanat. Kroget e oa da vezañ brudet e-kerzh an eil emsav benelour er Stadoù-Unanet e fin ar bloavezhioù 1960 ha penn-kentañ ar bloavezhioù 1970. Chomet e oa-hi oberiant ha brudet er bloavezhioù 1980 ha 1990.Gloria Steinem[1][2][3] a skrive evit ar gelaouenn New York, ha kengrouet he devoa Ms. magazine[1]. E 1969 he devoa embannet "After Black Power, Women's Liberation"[4], ur pennad a oa bet brudet dre ar vro hag a droas anezhi en ur penn eus al luskad benelour[5]. E 1971 he devoa kengrouet an National Women's Political Caucus, hag a sikoure da c'hourdoniñ hag a harpe maouezed hag a glaske bezañ dilennet. E 1971 ivez he devoa kengrouet ar Women's Action Alliance, ha betek 1997 e harpe ur rouedad stourmerien venelour hag a glaske sikour gwirioù ar maouezed. Er bloavezhioù 1990, Steinem he devoa sikouret da sevel Take Our Daughters to Work Day, un devezh evit lakaat ar merc'hed yaouank da c'houzout e c'hellent ober a bep seurt micherioù[6]. E 2005, Steinem, Jane Fonda, ha Robin Morgan o devoa kengrouet ar Women's Media Center, un aozadur a "labour evit ma vije kreñvoc'h ha niverusoc'h ar maouezed er mediaioù"[7].

Bet e oa o veajiñ dre ar bed evel aozerez ha degemennerez ha bet e oa bet difennerez an ingalded er mediaioù[8]. E 2015, Steinem, gant daou briz Nobel ar Peoc'h (Mairead Maguire eus Norzhiwerzhon ha Leymah Gbowee eus Liberia) ha peoc'hgarourien brudet, a oa bet o veajiñ eus Pyongyang, kêr-benn Norzhkorea, betek Sukorea, o tremen dre takad disoudardet Korea.

Buhez personel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mamm-gaer Christian Bale e oa.