Glenlochar

Eus Wikipedia

Glenlochar (Gleann Lochair e gouezeleg) zo ur gêriadenn vihan war lez ar stêr Dee e parrez Balmaghie, e Dumfries and Galloway.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar mare ma oa aloubet Enez Vreizh gant ar Romaned e oa ur c'hreñvlec'h roman eno, war lez ar stêr. Savet e oa bet er bloaz 81 gant ar gouarnour Gnaeus Julius Agricola hag en em astenn a rae war 28 000 m² pe war-dro[1] Abbey Yard a reer eus an dachenn m'emañ dismantroù ar c'hreñvlec'h-se, pa veze kredet, e gaou, e oa bet un abati eno.[2].

Un dra bennak evel *Leucovia a veze graet anezhañ e latin[3], ma varner diouzh ar menegoù a zo bet kavet e skridoù latin :

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Royal Commission on the Ancient and Historical Monuments of Scotland
  2. Glenlochar, Roman fort. Historic Environment Scotland. Kavet : 30 June 2017.
  3. A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Édition 1982. p. 389-390