Glen Hansard
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Iwerzhon |
| Anv e yezh-vamm an den | Glen Hansard |
| Anv ganedigezh | Glen James Hansard |
| Anv-bihan | Glen, James |
| Anv-familh | Hansard |
| Deiziad ganedigezh | 21 Ebrel 1970 |
| Lec'h ganedigezh | Dulenn |
| Deiziad ar marv | 29 Gouere 2026 |
| Lec'h ar marv | Dulenn |
| Doare mervel | marv dre zegouezh |
| Abeg ar marv | traffic collision |
| Deiziad douarañ pe deviñ | 4 Eost 2026 |
| Pried | Maire Saaritsa |
| Kompagnun(ez) | Markéta Irglová |
| Yezh vamm | saozneg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg, nederlandeg |
| Bet war ar studi e | New York Film Academy |
| Lec'h labour | Dulenn |
| Voice type | baritone |
| Benveg sonerezh | ukulele, mouezh, gitar |
| Pladennrolladur | Q140772208 |
| Ezel eus | The Frames, The Swell Season, Interference |
| Prizioù resevet | Academy Award for Best Original Song |
| Lec'hienn ofisiel | https://glenhansard.com |
Glen James Angus Hansard, ganet d'an 21 a viz Ebrel 1970 hag aet da Anaon d'an 29 a viz Gouhere 2026, a oa ur soner-skrivagner pozioù hag aktour iwerzhonat. Ganet e Baile Munna e norzh Dulenn, sonet en doa er straedoù pa oa krennard. E 1990 en doa kengrouet ar strollad sonerezh rock iwerzhonat The Frames, hag eñ e oa ar c'haner pennañ. Gant ar strollad e oa bet embannet c'hwec'h pladenn studio, ha peder anezho a oa e-touez an 10 muiañ-gwerzhet en Iwerzhon. Hansard a oa bet ivez ezel eus an daouad folk rock anvet the Swell Season, bet krouet e 2005, ha tri albom a oa bet embannet ganto. E 2012 en doa embannet e gentañ albom e-unan, Rhythm and Repose. E eil albom, Didn't He Ramble (2015), a oa bet rakdiuzet evit ur Grammy Award for Best Contemporary Folk Albumk.
Soner da gentañ holl, Hansard en doa skrivet sonerezh evit ar sinema ha bet e oa bet aktour ivez. Gwelet e oa bet er gomedienn-drama enoret gant ur British Academy of Film and Television Arts, The Commitments (1991) ha Cyrano (2021), ur film karantez ha drama a oa bet rakdiuzet evit ur Golden Globe. Hansard a oa bet o c'hoari ivez er film sonerezh ha drama Once (2007), a oa bet enoret gant meur a briz evel an Academy Award for Best Original Song evit Falling Slowly, gant Markéta Irglová. Azasaet e oa bet e stumm ur gomedienn sonerezh anvet Once.
Hansard a oa dimezet gant ar varzhez finat Maire Saaritsa e 2022 ; ur mab o devoa bet ar memes bloavezh ha bevañ a raent e Cill Droichid, nepell diouzh Dulenn, hag en Helsinki ivez. Marvet e oa en ur gwallzarvoud marc'h-tan e Na Ceapóga Sú Talún, war harzoù Dulenn, e miz Gouhere 2026, pa oa oadet a 56 vloaz.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) IMDb
- (en) The Irish Times, 30/07/2026
