Gjirokastra

Eus Wikipedia
Gjirokastra

Gjirokastra pe Gjirokastër (distaget [ɟiɾoˈkastɾa], [ɟiɾoˈkastəɾ] en albaneg ; Αργυρόκαστρο, Argyrókastro e gresianeg) zo ur gêr eus kreisteiz Albania. Kêr-benn rannvro Gjirokastra eo. Annezet eo gant 43 000 a dud[1].

Abaoe 2005 emañ Gjirokastra war roll lec’hiennoù ar Glad bedel, evel ur “skouer eus kêrioù an Impalaeriezh Otoman”. Unan eus koshañ kêrioù Albania eo hag ur greizenn sevenadurel a bouez eo evit kreisteiz Albania, nepell diouzh harzoù Gres. En Epiros, ar c’horn-bro m’emañ Gjirokastra, ez eus un toullad gresianegerien o vevañ. Ur c’hastell bras eus ar Grennamzer zo uhel dreist kêr (Kalaja e Gjirokastres e anv).

E Gjirokastra e oa bet ganet an diktatour Enver Hoxha hag unan eus skrivagnerien anavezetañ Albania, Ismail Kadare.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Instat Albania (2009). "Population by towns" (en albaneg hag e saozneg), [1]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.