Mont d’an endalc’had

Giulio Romano

Eus Wikipedia
Banvez Kupidon ha Psiche, Palez an Te, Mantova
Madonna col Bambino, 1522-1523, Roma, Palazzo Barberini, Galleria Nazionale di Arte Antica.

Giulio Pippi de’ Jannuzzi, lesanvet Giulio Romano (Roma, ~1499 – Mantova, 1 a viz Du 1546), (gallekaet e anv gant ar C'hallaoued e Jules Romain) a zo ul livour, tisavour, ha kinkler italian en amzer an Azginivelezh italian, unan eus ar c'hentañ orbidourien. Diskibl muiañ karet Raffaello e oa.

P'edo e Roma, hag atav e stal-labour Raffaello Sanzio, e reas an darn vuiañ eus murlivadurioù loggias ar Vatikan (diwar dresadennoù e vestr, e stanze ar Vatikan ur stroll delwennoù er murlivadur anvet Tangwall ar Borgo, hag an darn vrasañ eus kambr Constantin. Kenlabourat a reas ivez da ginklañ terest ar Palez Farnese. Gant Giovan Francesco Penni e voe susitour Raffaello pa varvas e 1520.

Goude skrap Roma e 1527 hamarv ar pab Leon X, erbedet ma oa gant Baldassare Castiglione, ez eas Giulio da gêr Mantova, ma chomas betek fin e vuhez skoazellet gant an Tiegezh Gonzaga. Gant ar markiz Frederico II Mantova e voe urzhiet Palez an Te, savet eus 1526 da 153', ken al livadurioù, ken an aozerezh.

Ur skouer eus an arz an orbidourien e teuas ar palez-se da vout prim gant kolonennoù gwalennet.

Goulennet e voe Giulio da labourat evirt roue Bro-C'hall Frañsez Kentañ, met a-benn ar fin eo ur c'henlabourer dezhañ e Palez an Te, Francesco Primaticcio, a eas di, hag a grouas skol Fontainebleau gant Rosso.

Ober a reas ivez kalz a dresadennoù, ha darn anezho, a zo bet engravet gant Marcantonio Raimondi, zo anavezet evel I Modi (Ar Modoù ), a servijas da skeudenniñ barzhonegoù skoemp ar barzh Aretino, a skrive en ur yezh diwisk diwar-benn ar c'hoant a reizh.

Mervel a eure e Mantova, goude krouet gantañ unan ag illurañ kreizennoù an orbidouriezh.

  • La Madonna col Bambino e san Giovannino (war-dro 1516), eoullivadur war goad, 29 cm x 25 cm, mirdi al Louvre, Pariz
  • La Sacra Famiglia (war-dro 1518), eoullivadur war goad, 147,4 cm x 116 cm, Madrid, Musée du Prado.
  • Madonna col Bambino e san Giovanni Battista (war-dro 1518-1523)), eoullivadur war goad, Dinedin, National Gallery of Scotland.
  • Santa Maria Maddalena sostenuta dagli angeli (war-dro 1520-1521), eoullivadur war lien, 165,1 cm x 236,2 cm, Londrez, National Gallery.
  • Madonna col Bambino (1520-1522), eoullivadur war goad, 195 cm x 77 cm, Florence, Mirdi an Ofisoù.
  • Sacra Famiglia (war-dro 1520-1523), eoullivadur war goad, Los Angeles, J. Paul Getty Museum.
  • I simboli degli Evangelisti (war-dro 1520-1525), eoullivadur war goad, 22 cm x 22 cm, Vienna, Kunsthistorisches Museum.
  • Cristo in gloria, la Vergine, san Giovanni Battista e santi (1521-1522 ca)), eoullivadur war goad, 134 cm x 98 cm, Parma, Galleria Nazionale.
  • Madonna col Bambino (1522-1523), eoullivadur war goad, 37 cm x 30,5 cm, Galerie nationale d’art antique, Roma.
  • Madonna col Bambino e sant'Anna (Madonna della Gatta) (1523 war-dro), eoullivadur war goad, 171 cm x 143 cm, Naplez, Gallerie Nazionali di Capodimonte.
  • Donna allo specchio (1523-1524), eoullivadur war lien trasportata su tavola, 111 cm x 92 cm, Moskov, Mirdi Pouchkin.
  • Due amanti (1523-1524 ca), eoullivadur war goad, trasferito su tela, 163 cm x 337 cm, Saint-Pétersbourg, musée de l'Ermitage.
  • Santa Margherita (war-dro 1528), eoullivadur war goad, 185 cm x 117 cm, musée du Louvre, Paris
  • Nascita di Bacco (war-dro 1530), eoullivadur war goad, Los Angeles, J. Paul Getty Museum.
  • Adorazione dei pastori e santi (1532-1534), eoullivadur war goad, 275 cm x 212 cm, mirdi al Louvre, Paris
  • Plutone sul carro (war-dro 1532-1536), eoullivadur war lien, 92 cm x 62 cm, Vienna, Kunsthistorisches Museum.
  • Trionfo di Tito e Vespasiano (1537), eoullivadur war goad, 120 cm x 70 cm, mirdi al Louvre, Paris

Dave ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diabarzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.