Giorgio Armani
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Italia |
| Anv e yezh-vamm an den | Giorgio Armani |
| Anv-bihan | Giorgio |
| Anv-familh | Armani |
| Deiziad ganedigezh | 11 Gouere 1934 |
| Lec'h ganedigezh | Piacenza |
| Deiziad ar marv | 4 Gwengolo 2025 |
| Lec'h ar marv | Milano |
| Deiziad douarañ pe deviñ | 8 Gwengolo 2025 |
| Breur pe c'hoar | Rossana Armani |
| Yezhoù komzet pe skrivet | italianeg |
| Micher | embreger, fashion designer, autobiographer |
| Tachenn labour | fashion design |
| Implijer | Giorgio Armani |
| Bet war ar studi e | Statale di Milano |
| Tuadur revel | Divrevelezh |
| Oberennoù zo en dastumad | National Gallery of Victoria, Metropolitan Museum of Art, Centraal Museum, Kunstmuseum Den Haag |
| Deskrivet en URL | https://www.vogue.com/article/giorgio-armani-the-italian-designer-who-changed-the-shape-of-fashion-has-died |
| Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |
| Manner of | Milanese |
Giorgio Armani, ganet d'an 11 a viz Gouere 1934 e Piacenza (Italia) ha marvet e Milano d'ar 4 a viz Gwengolo 2025[1], a oa ur stilour italian, saver ar strollad Giorgio Armani[2], brudet evit e zilhad paotred ha merc'hed. Kroget eo e vrud en e labour gant Cerruti 1881. Abaoe krouidigezh an embregerezh Armani eo bet ledet an aferioù, n'eo ket hepken war bed ar giz met ivez war tachenn ar sonerezh, ar sport hag al letioù pinvidik.
Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Giorgio Armani a oa bet ganet d'an 11 a viz Gouhere 1934 e kêr Piacenza e norzh Italia. Mab e oa da Ugo Armani, kontaouer evit un embregerezh dezougen, ha da Maria Raimondi. Desavet eo bet asambles gant ur breur koshoc'h, Sergio, hag ur c'hoar yaouankoc'h, Rosanna[3][4]. Paour e oa bet ar familh e-kerzh an Eil Brezel-bed, hag eñ a oa bet devet garv gant un obuzenn kanolierezh didarzh met a oa tarzhet p'en doa c'hoariet gantañ[5]. Pa oa skoliataet en eil derez el lise skiantel Leonardo da Vinci e Milano, Giorgio Armani en doa bet c'hoant da labourat er medisinerezh, dreist-holl goude bezañ bet lennet ar romant The Citadel gant A. J. Cronin. Enskrivet e oa e skourr medisinerezh skol-veur Milano. E 1953, goude tri bloaz studioù e oa aet kuit evit emezeliñ en tirlu italian. Dre ma oa un den desket e oa bet kaset da ospital milourel Verona, hag eno e oa bet o welet abadennoù en Arena. Goude-se en doa klasket un hent micherel all.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Le styliste italien Giorgio Armani est mort, Paris-Match, 04/09/2025
- ↑ (en) Pennad diwar-benn e varv war lec'hienn an embregerezh (lennet d'ar 04/09/2025)
- ↑ Giorgio Armani: «La scoperta dell'amore, il dolore per Sergio, la mancanza dei figli: racconto ciò di cui non ho mai parlato» (it)(12 October 2024).
- ↑ Biografia di Giorgio Armani (IT)(5 September 2018).
- ↑ How style guru Giorgio Armani revolutionised fashion (en)(4 September 2025).