Gims

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Maître Gims
Maître Gims Cannes 2016.jpg
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRepublik Demokratel Kongo Kemmañ
Anv-bihanGandhi Kemmañ
Anv-familhDjuna Kemmañ
PseudonymGims, Maître Gims Kemmañ
Deiziad ganedigezh6 Mae 1986 Kemmañ
Lec'h ganedigezhKinshasa Kemmañ
Breur pe c'hoarDadju Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherrapper, kaner, kaner-sonaozer Kemmañ
Ezel eusSexion d'Assaut Kemmañ
Work period (start)2002 Kemmañ
RelijionIslam Kemmañ
Benveg sonerezhmouezh Kemmañ
DiscographyMaître Gims discography Kemmañ
TachennHip hop, pop rap, pop music, variety Kemmañ
Label sonerezhWati B Kemmañ
ProduerSaïd boussif Kemmañ
PerzhiadSaïd boussif Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.maitre-gims.fr Kemmañ


Gims, anvet Maître Gims betek miz Meurzh 2019, e wir anv Gandhi Djuna, zo ur raper, kaner ha sonaozer ganet d'ar 6 a viz mae 1986 e Kinshasa, e Republik Demokratel Kongo. Brudet eo bet war YouTube gant ouzhpenn 200 000 000 a selaouadenn a-wechoù.

Dont a ra eus ur familh sonerien : e dad a oa kaner er strollad "Viva la Musica" eus Papa Weba, e galleg pouezmouezhiet kreñv hag en ur yezh afrikan a-wechoù. Breudeur raperien en deus ivez. Ezel eo eus ar strollad milvrudet Sexion d'Assaut, ha seveniñ a ra "Subliminal", e bladenn gentañ, e-unan e 2013. Berzh bras a ra ar bladenn gant ouzhpenn 1 000 000 a skouerennùu gwerzhet. Kanañ a ra diwar-benn traoù ar vuhez pemdeziek gant sonerezh beat mui tekno efedoù un tammig stumm ar meziant "Sony Production".

Bugaleaj ha yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Digouezhet e oa e familh e Bro-C'hall e 1988 pa ne oa nemet daou vloaz. E dud a oa dibaper, hag abalamour d'an dra-se en doa bet ur bugaleaj trubuilhetamsklaer. Degemeret e voe da vevañ en ur familh hag e skwatoù goude. Taolenniñ a ra an herrad-se en e levr "Vise le soleil". Pemzek a vreudeur zo en e familh. Tri breur dezhañ zo raperien ivez: Dadju ezel eus ar strollad The Shin Sekai, Bedjik, Xgangs ha DjelassTri pe bevar ?.

Kemer perzh a ra e vreudeur war e bladenn "Subliminal" (2013). Kreskiñ a ra e 3de ranngêr Pariz, en 9vet ranngêr hag a-benn ar fin en 19vet. Heuliañ a ras studioù graferezh hag kehentiñ. Dibab a ras al lezanv « Maître Gims » e dave d'ar sinema azian ha bed an arzoù brezel.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]