Mont d’an endalc’had

Ghost

Eus Wikipedia
Ghost
strollad sonerien
Deiziad krouiñ2006 Kemmañ
AnvGhost Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Deroù ar prantad labour2008 Kemmañ
PladennrolladurGhost (Swedish band) discography Kemmañ
Lec'h diazezLinköping Kemmañ
Label sonerezhRise Above Records, Metal Blade Records, Loma Vista Recordings Kemmañ
Bro orinSveden Kemmañ
Prizioù resevetGrammy Award for Best Metal Performance, Q60846361, Musikexportpriset Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://ghost-official.com Kemmañ
Dezverket drestrollad rock Kemmañ
N'eus daveenn ebet er pennad-mañ. Gallout a rit labourat d'e wellaat dre ober dave da vammennoù solius.
Tabut a c'hall sevel diwar an diouer a zaveoù, hag ar pennad a c'hall bezañ diverket.
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Krouet e oa ar strollad Ghost gant ar soner hag sonaozour Tobias Forge, da gentan dindan an anv Ghost B.C.« Because of Copyright » evit abegoù lezennel e Amerika. Dont a reont en-dro da Ghost hepken e 2015. Forge oa awenet gant metal klasel, rock psikedelek ha skeudennoù relijiel. Ar strollad a disheñvelaat dre ar dibab da guzhat identelezhoù an izilien. Eo unan eus sinadurioù ar strollad.

Ghost zo ur strollad heavy metal svedeg krouiñ e 2006 en Linköping, en Suede. Anavezet evit e kendeuziñ eus heavy metal, hard rock, rock araokaet, met ivez evit e hollved c'hoariva hag e harvestoù dispar. Mestroniet eo o estez gwelet dibar gant skeudenn ar penn masklet. Papa Emeritus gant izili dizanv envel Nameless Ghouls ( ar “speredoù hep anv”), a ra anezho dibar. En em ziskouezet eo bet ar strollad gant e sonerezh melodek hag elfennoù kuzh. Anavezet kreñvoc'h er bed ar metal modern.

Penn-kentañ ha stummadur ar strollad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tobias Forge emvod sonerien dindan an anv Ghost. An izili kentan oa dizanv, galvet Nameless Ghouls. Gant-se e oa posupl lakaat muioc'h a evezh war an dachenn sonerezhel ha gwelet. E 2010, Ghost a embann ur bladenn kentan Opus Eponymous, ur meskaj doom metal ha rock psikedelek levezonet gant ar bloavezhioù 70. Lakaat a ra diazezoù o sonerezh gant pezhioù sonerezh evel Ritual ha Con Clavi Con Dio. Sonerezh pouner ha melodek, kenstrollañ gant gerioù kevrinus ha relijiel.

Ar c'hresk gant Infestissumam hag emdroadur tud "Papa Emeritus"

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An eil fladenn eus ar strollad, Infestissumam(2013), merkañ un doare da dostaat mioc’h psikedelek ha rock, da skouer gant Secular Haze ha Year Zero. Ar bladenn a pouezha war skeudenn c'hoariva ar strollad, gant kemmoù gwelet evel Papa Emeritus II, emdroadur ar tud penn. Ghost en deus bremañ un identelezh diazezet war implij ar skeudennoù relijiel ha satirikel.

O abadennoù a stagan d'al lidoù relijiel pe d'al lidoù kuzh, gant arvestoù meurdezus hag efedoù ispisial.

Ar barr gant Meliora hag an anavezadenn etrebroadel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar strollad a embann ar trede fladenn, Meliora (2015), gant e diabarzh un tu c'hoariva hag ur son kaeroc'h. Pezhioù sonerezh evel Cirice hag He Is a ziskouezont un doare melodek ha kemplesoc'h,atav gant elfennoù heavy metal hag aozadurioù sinfonek. Ar disk-man a aotren evit Ghost da kaout anaoudegezh etrebroadel hag ur Grammy Award e 2015 evit Gwellañ pladenn metal gant Meliora , un oberenn rouez evit ur strollad metal. Er bladenn e teu an dudenn Papa Emeritus da vezañ Papa Emeritus III.

Seniñ a reas ar strollad war al leurenn e festival an Hellfest (Clisson, Liger Atlantel) e miz Mezheven 2016, ar pezh a roas lañs d'un teulfilm sonerezhel skignet war ARTE e stumm ar sonadeg klok.

Ar prantad Prequelle hag an astenn hollek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2018, Ghost a embann Prequelle. Levezon ar glam rock eus ar bloavezhioù 80 ha sonioù modernoc'h, ar bladenn a ergerzh temoù teñval evel ar vosenn ha fin ar bed, en ur un doare pop. Titloù evel Rats, Dance Macabre ha Faith, ar atav hini brudetañ eus ar c'havlec'hiad. Erlec'hiet eo Papa Emeritus gant Cardinal Copia, ur skeudenn yaouankoc'h ha nerzhusoc'h, ur pennad nevez eo. Heuliet eo gant eizh ghouls.

Degemer a ra ivez un emdroadur leurenn nevez gant gweledvaoù brasoc'h c'hoazh. Prequelle a resevas burutelladennoù mat-tre hag a lakaas Ghost da vezañ unan eus ar strolladoù pouezusañ war dachenn ar metal modern. Embann a reont videoioù sonerezh evel an hini eus Kaisarion. Un dave da faraon diwezhañ Egipt, Ptolemaios XV anvet Césarion, mab da Julius Caesar ha da Cleopatra, o kadarnaat tu tematek albom Impera, tro war-dro impalaeriezhioù diskaret.

An distro gant Impera ha kreñvaat o savboent

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2022, Ghost embann Impera , ur disk gant muioc'h a levezonoù elektronek, ur pazenn nevez eo. Kinnig a reer tudenn Papa Emeritus IV, ha danvez ar sonerezh zo temoù ar galloud, ar politikerezh hag ar breinerezh, en un doare atav c'hoariva. Buan e teuas Call Me Little Sunshine ha Hunter's Moon da vezañ brudet er rummad metal. Kendalc'h a ra ar strollad da adkempenn e-unan war an dachenn sonerezhel, atav e chom Tobias Forge feal d'e mennozh kentan : ar sonerezh, ar skeudennoù hag ar c'hoariva a zeu asambles evit krouiñ ur skiant-prenañ immersivel.

D'an 18 a viz Mae 2022, luc'hskeudenner ofisiel ar strollad en deus embannet ul luc'hskeudenn eus ar skipailh a-bezh, en o zouez Tobias Forge hag ar Nameless Ghouls. Adskignet eo bet al luc'hskeudenn war ar rouedadoù sokial gant kazi holl izili ar strollad, o deus lakaet fin d'o anv-bihan.

Kenderc'hel gant Skeleta hag o droiad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eo un fladenn embannet e meurzh 2025. Meskañ a ra elfennoù sonerezh rock, metal hag orkestral. Ergerzhout a ra temoù ar marv, ar vuhez goude ar marv hag ar vuhez denel, gant sonioù teñval ha melodek war un dro.Gortozet-mat e oa bet embannadur Skeleta gant an arvesterien hag e oa brudet buan-tre er mediaoù. Troiad Ghost e 2025, anvet Skeleta Tour, a ya gant embannadur o fladenn Skeleta. Merkañ a ra an oberenn nevez-mañ un emdroadur e identelezh ar strollad gant kinnig Papa V Perpetua, ar penn nevez, kinniget er video ar ganaouenn nevez Satanized. An droiad a krogo d'ar 15 a viz Ebrel en AO Arena e Manchester hag e vo meur a zeiziad en Europa, e Bro-C'hall da skouer.

E droiad-se en deus dibabet ar strollad da difenn implij ar pellgomzerioù e-pad ar sonadegoù evit brudañ un skiant-prenañ immersivel hag gwirion evit an arvesterien. Evit adsevel ster sonadegoù ar mareoù tremenet, ma c'halle an dud bevañ ar mare-mañ dre.

skeudenn ha stil

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sonerezh ha stil

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar douare sonerezh Ghost zo ur mesklaj eklektik rummadoù.Kevreañ a reont doom metal, heavy metal klasel, hard rock, progressive rock. Unan eus perzhioù resis ar sonerezh, zo enframmañ harmoniezhioù mouezh ha tonioù pop, a-enep an tu teñval ha relijiel eus o c'homzoù. O fladenn gentañ, Opus Eponymous, zo ur meskaj riffoù, gitar doom ha frammoù klasel. Koulskoude, abaoe Infestissumam, deuet eo o son da vezañ aesoc'h da gaout ha da vevañ, gant elfennoù eus ar rock psikedelek ha tonioù skañvoc'h.

Gant Meliora e kemeras Ghost un dro kenwerzheloc'h en un derc'hel un identelezh sonerezhel kreñv. Mont a ra ar bladenn-mañ war-zu un doare mui rock, en derc’hel elfennoù eus ar metal klasel. Meliora a c'hounezas ur Grammy Award evit ar bladenn metal gwellañ e 2015.

Prequelle a oa ur poent all evit ar strollad. Levezonoù glam rock kreñvoc'h a zo ennañ, gant sonioù eus ar bloavezhioù 80. Ar bladenn a bled gant temoù teñval evel ar vosenn, fin ar bed hag ar marv, un distro d'o skeudennoù kuzh. Kenderc'hel a ra ar strollad da ergerzhout perzhioù nevez e sonerezh en ur virout e bed gwelet ha sonerezhel dibar.

Ar c'hwec'h ezel eus ar strollad a zo pleustrerien eus ur relijion satanist, ha resisoc'h izili eus ar c'hleier. An holl sonerien a zo anvet Ghouls ha masklet o deus o dremmoù. Penn ar feizidi ha dileuriad Lusifer war an Douar eo ar c'haner. O relijion hec'h-unan a zo tostoc'h ouzh ar satanegezh doueel. Gant ar sonerien e vez implijet lazoù-kanañ ha gerioù, e latin a-wechoù, o tegas da soñj eus ar sonerezh liturgel katolik. Evit se e vezont rebechet gant izili zo eus ar gumuniezh metal.

Levezonoù ar skeudennoù hag ar c'hoariva

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adalek ar penn-kentañ, en deus dibabet Ghost dilhad fentus, awenet gant skeudennoù relijiel, ikonografezh satanek hag estetik gotek, rak ret-holl eo an tu gwelet dezho. Tobias Forge, evel Papa Emeritus, a ziskouez ur beleg diaoul gant un dremm livet, ur vantell hag ur vazh lid. Masklet eo ar Nameless Ghouls ivez, gwisket ganto dilhad heñvel evit mirout an anv.

Al leurennoù sonadegoù zo arvestoù c’hoariva, kinklet gant savadurioù sakr, kroazioù troet, kantolorioù | hag efedoù ispisial.

Degemer ha levezon

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe o c'hrouiñ, Ghost en deus bet abaoe o c’hrouin, ur respont mat gant an arvesterien hag ar vurutellerien. Dedennet e voe un arvesterien ledan gant o sonerezh a-drugarez d'e donioù aes da gaout ha liesseurt, ha d'e du c'hoariva. Gounet en doa ar strollad meur a briz, da skouer ur Grammy Award e 2016.

Koulskoude, o implij skeudennoù relijiel ha satanek en deus savet tabutoù. Kritikourien hag izili ar c'humuniezhioù relijiel tamallet anezho da vezañ gwallgaset. Ar strollad en deus difennet e labour evel un doare flemmgan hag arvest arzel. Levezonet o deus kalz arzourien, hag o c'hevreadur etre ar sonerezh pounner hag arvestoù evit an daoulagad en deus digoret an hent d'ur rummad metal nevez a laka ar gaoz war an tu c'hoariva ha gwelet eus o sonadegoù.