Mont d’an endalc’had

Gewehr 88

Eus Wikipedia
Arabat eo droukveskañ gant Gewehr 98.
Gewehr 88
Skeudenn ar pennad Gewehr 88

Ur fuzuilh Gewehr 88 kinniget e mirdi an arme e Stockholm (Sveden)
Kinnig
Bro Banniel an Impalaeriezh alaman Impalaeriezh alaman
Doare Fuzuilh
Mont en-dro Tennata dre zorn, dre vorailh
Munision 8 × 57 mm Mauser (stumm M/88 da gentañ ; stumm Spitzer adalek an 88/05)
7 × 57 mm Mauser (stumm ezporzhiet da Vrazil)
Produerien Ludwig Loewe & Co.
C.G. Haenel
ŒWG
Arsanailh Amberg
Arsanailh Dantzig
Arsanailh Erfurt
Arsanailh Spandau
Arsanailh Hanyang
Mare produiñ 1888-1899
Pouez ha muzulioù
Mas 3,9 kg
Hirder 1.245 mm
Hirder ar c'hanol 740 mm
Perzhioù all
Tizh mont e-maez ar boledoù 620 m/s (M/88)
868 m/s (7,92 mm gant boledoù Spitzer)
Endalc'h Karger diavaez pourveziet gant klipoù 5 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall D

Ar Gewehr 88, pe Kommissiongewehr, zo ur fuzuilh tennata dre zorn implijet gant an Deutsches Heer, arme-zouar an Impalaeriezh alaman, adalek 1888.

Istor ha deskrivadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1887 e voe choazet gant an arme c'hall ur fuzuilh standart nevez, al Lebel, hag a denne kartouchennoù enne ar poultr divoged ijinet gant ar Gall Paul Vieille e 1884. Diamzeriet e teuas da vezañ ar Mauser M1871 implijet en arme alaman betek neuze, hag urzh a voe roet da sevel un arm nevez. Savet e voe gant an armeurer Louis Schlegelmilch hag amprouet e 1888 gant ar GPK (GewehrPrufungsKomission, Komision Amprouiñ ar Fuzuilhoù, ur bodad ofiserien hag a laboure e arsanailh Spandau[1]. D'an 20 a viz Du er bloavezh-se e voe choazet da vat evit an arme gant ar c'haiser Wilhelm II[2][3].

Ar Gewehr 88 a oa dezhi ur c'harger hag a c'halle degemer ur c'hlip 5 kartouchenn M/88. Un arm-tennata dre vorailh e oa. Awenet e oa he c'hulasenn gant hini ar Mauser M1871 ha kopiet e oa rizennoù e ganol diwar reoù al Lebel gall. Ur wech boulc'het ar produiñ ha kroget e implij gant ar soudarded e teuas kudennoù war-wel. Ne oa ket fiziapl e garger[2], ha bresk e oa e ganol : frailhoù a zeue war-wel war kalz skouerennoù, ha tarzhañ a rae an arm a-wechoù memes. Kement-mañ a zeue eus ar fed ne oa ket ket raksoñjet mat galloud ar munision implijet en arm[4].

Ur gabal enepyuzev a savas e metoù an tu dehoù pellañ alaman, a embanne e oa siek an armoù a ratozh-kaer dre faot perc'henned yuzev an embregerezh Loewe, a oa e-touez produerien ar Gewehr 88. Judenflinte ("Fuzuilh yuzev") e voe lesanvet an arm gante[3].

Un nebeud kemmoù a voe degaset evit renkañ ar c'hudennoù : kemmet penn ar gulasenn, ouzhpennet un toullig da skarzhañ an aezhennoù ma tarzhe an douilhez, cheñchet stumm ar c'hanol hag adtreset e rizennoù. Ar skouerennoù kemmet pe nevez-produet a zo merket gant al lizherennoù Z pe n.m. (Neues Material)[2].

Ne chomas ket pell ar Gewehr 88 fuzuilh standart an droadegiezh alaman, pa voe kemeret he flas en ur mod ofisiel e 1898 gant ar Gewehr 98. Chom a rae kalz skouerennoù anezhi e servij e deroù an XXvet kantved memestra, ha pa voe kemmet ar gartouchenn M/88 en ur lakaat ur boled begek (Spitzer) dezhi e 1902 e voe divizet azasaat ar Gewehr 88 a chome evit ar gartouchenn nevez, brudet bremañ dindan an anv 7,92 × 57 mm Mauser. Boulc'het e voe adalek 1905, ha Gewehr 88/05 a anver ar skouerennoù-mañ. Al lizherenn S a zo engravet warne. Ur stumm diwezhañ, anvet Gewehr 88/14, a voe produet e deroù ar Brezel-bed Kentañ. Heñvel a-walc'h eo ouzh an 88/05 met izeloc'h e galite[1].

Ur stumm karabinenn, berroc'h, a voe savet diwar ar Gewehr 88, hag anvet Karabiner 88. Kemmet e voe ivez evit degemer ar munisionoù 7,92 mm nevez e 1903[5].

War-dro 2.000.000 a skouerennoù eus ar Gewehr 88 a voe produet en holl[1]. Implijet e voe en Alamagn betek 1945 etre daouarn ar Volksturm. Kalz kopiennoù eus an arm a voe produet e arsanailh Hanyang, e Sina. Turkia a savas ivez he stumm anezhañ. Ur stumm kambret e 7 × 57 mm a voe ezporzhiet da Vrazil. Implijet e voe e kalz broioù all, en o zouez Republik Iwerzhon da vare he ganedigezh[6].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) SCARLATA Paul S., A Collector's Guide to the German Gew. 88 "Commission" Rifles and Carbines, Andrew Mowbray Inc., Publishers, 2007, 215 p., ISBN 978-1931464307
  1. 1,0 1,1 ha1,2 (en) POPENKER Maxim, Rifle Gew.88 ("Gewehr modell 1888") or "Komissiongewehr" (Commission rifle) (Germany), Modern Firearms (lennet d'an 11/06/2025)
  2. 2,0 2,1 ha2,2 (fr) Gewehr Mle 1888, Arme et Passion (lennet d'an 11/06/2025)
  3. 3,0 ha3,1 (en) FIRESTONE Adam, HARDIN John, The Model 1888 Commission Rifle, Texas Trading Post (lennet d'an 11/06/2025)
  4. (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, p. 145
  5. (fr) Karabiner 88, Arme et Passion (lennet d'an 11/06/2025)
  6. (en) SCARLATA Paul, Firearms of the Irish Civil Wars: Part 2 the Republicans, Shotgun News, 20/08/2009 (lennet d'an 11/06/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan