Gettysburg (Pennsylvania)
Neuz

Gettysburg eo kêr-benn kontelezh Adams, e Pennsylvania (Stadoù-Unanet Amerika). 8.647 annezad a oa e 2024[1].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brudet eo ar gêr evit daou zarvoud stag ouzh brezel diabarzh ar Stadoù-Unanet : emgann Gettysburg (1añ - 3de a viz Gouere 1863), bet gounezet gant an Unaniezh ha gwelet evel unan eus an darvoudoù pouezusañ eus ar brezel, ha prezegenn Gettysburg, distaget eno gant Abraham Lincoln d'an 19 a viz Du 1863.
E dibenn ar Brezel-bed Kentañ e voe staliet e Gettysburg ar c'hamp-gourdoniñ kentañ evit an tankoù er vro, renet gant Dwight D. Eisenhower[2].
Kêrioù gevellet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- León (
Nicaragua), abaoe 1987. - Sainte-Mère-Église (
Bro-C'hall), abaoe 1993. - Gettysburg (South Dakota), abaoe 1997.
- Morelia (
Mec'hiko), abaoe 2004. - Sekigahara (
Japan), abaoe 2016[3].
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lec'hienn ofisiel
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Gettysburg borough, Pennsylvania, United States Census Bureau (lennet d'an 10/02/2026)
- ↑ (en) The Army's First Tank School: Camp Colt at Gettysburg, National Park Service (lennet d'an 10/02/2026)
- ↑ (en) Sister cities, war lec'hienn Gettysburg (lennet d'an 10/02/2026)