George V Kezeg-mor (1913 1934)
Lesanvet e oa bet George V Kezeg-mor ar rummad timbroù embannet e Breizh-Veur a-raok an Eil Brezel-bed o kinnig poltred ar roue ha skeudenn Britannia, anezhi alegorienn ar Rouantelezh-Unanet evel Marianne e Bro-C’hall, gant mirc’hi-mor.
Dre ma oa troet gant an dastum timbroù e kemeras perzh George V e-unan er raktres a voe kaset da-benn gant ar c'hizeller aostralian Edgar Bertram Mackennal (1863-1931). Hennezh eo a ouzhpennas penn ar roue er vedalenn a-gleiz, en ur implij un dresadenn bet savet da vare ar gurunidigezh e 1911. Noblet e oa bet ar c’hizeller e 1912 gant ar roue. Moullet e voe an timbroù hervez teknik ar c’hrafengravadur gant an engraver George W. Eve.
Ne oa ket timbroù boutin anezho, ken uhel e oa priz-talvoud pep hini : er rummad orin e kaver 4 zalvoud-gwerzh : 2/6 shilling (liv kistin), 5 shilling (ruz) , 10 shilling (glas) hag £1 (glas-gwer) hag a oa bet embannet gant an ti-engraverezh Waterlow and Sons Limited e Londrez. E miz Kerzu 1915 e teuas ar moullañ dindan evezh ar mouller ''De La Rue'' hag a-benn ar fin e miz Kerzu 1918 e voe aotreet Bradbury Wilkinson and Company da voullañ an heuliad timbroù.
Brudet eo an timbroù evit kalite an engravadur hag evit an dresadenn vojennel a ro brud da skeudenn vBritannia war he c’harr, sachet gant tri marc’h-mor war ur mor diaes.
Dastumet e vez an heuliad-mañ dre ar bed a-bezh gant an dimbrawourien abalamour d'ar c'hemmoù livioù lies ha d'an niver bras a voulladurioù gant munudoù disheñvel.
Daou embannadur pennañ zo anvet gant al lizherennoù A ha B hag a zo bet graet e miz Kerzu 1913 ha miz Here 1934. War an timbroù orin e weler linennoù e foñs an ovalenn, a-dreñv penn ar roue George V, met dont a reas da vezañ ur foñs kroazlinennet e 1934.
Dreistmoullet e voe an timbroù "George V Kezeg-mor"" en Iwerzhon (e 1922) gant Saorstát Éireann 1922 (Stad Dieub Iwerzhon), e burevioù Breizh-Veur e Maroko hag e bro-warezet ar Bechuanaland.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Hamill, Ian and Roy Gault. Great British Perfins found on King George V Seahorses 1913-1939. Orpington: Perfin Society, 2009 (ISBN 978-0-956462-80-0)
- Kearsley, Bryan. Discovering Seahorses – King George V high values. London: GB Philatelic Publications, 2005 (ISBN 0-907630-20-0)