George Jones (kazetenner)

Eus Wikipedia
George Jones hag an New York Times e 1885

George Jones (18111891) a oa ur c'hazetenner stadunanat. Brudet eo dre m'en deus savet, gant Henry Jarvis Raymond, an New-York Daily Times, the New York Times hiziv-an-deiz.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Jones a voe ganet e 1811 e Poultney (Vermont). Mont a reas da vevañ da Granville (Ohio) e-pad ul lajadig amzer, met distreiñ a reas buan da Vermont ur wech marvet e dud. Jones a oa bet implijet er gazetenn Northern Spectator. E 1833, George a oa aet da Troy, da werzhañ dilhad a bep seurt. Goude-se e labouras en un ti-bank. Goude bezañ bet o vevañ un nebeud bloavezhioù en New York, mont a reas da vevañ da Albany (New York), da labourat evel bankour.

Bez George Jones e bered Sleepy Hollow.