Georg V Hannover
Georg V, Roue Hannover hag eil Dug Cumberland ha Teviotdale (Berlin, 27 Mae 1819 – Paris, 12 Mezheven 1878), a voe diwezhañ Roue Hannover.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Orin ha bugaleaj (1819–1851)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar priñs Georg Friedrich Alexander Karl Ernst August a oa mab da Ernst August Iañ eus an tiegezh alaman-saoz Hannover ha d'e wreg Friederike von Mecklenburg-Strelitz. Ur c'henderv d'ar rouanez Victoria e oa.
Tremen a reas e vugaleaj e Berlin hag e Bro-Saoz. War-lec'h fin an unaniezh etre Breizh-Veur ha Hannover ha tronidigezh e dad e teuas da vout hêr ar gurunenn, hogen chom a reas hêr lezennel ar roue George III betek ganedigezh merc'h ar rouanez Victoria, ar briñsez Victoria, e 1840.
Skoazeller ar sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar roue Georg a oa frañmason ha Mestr Bras strollad Hannover (Großloge von Hannover') adalek 1857 betek e zivodadur e 1866[1].
Dindan ren Georgs V e kreskas buan-ha-buan buhez ar sonerezh-lez e Hannover. Kemer a reas perzh ennañ dre ma oa pianoour ha sonaozer e-unan. War-dro 200 oberenn zo bet savet gantañ, en o zouesk liedoù, laz-kanaouennoù ha kensonadurioù. Daoust ma plije dezhañ muioc'h hesonoù italian ha ma oa levezonet ganto en e oberennoù, e kasas war-raok labour e gempredidi evel Hector Berlioz, Robert Schumann, Richard Wagner ha Johannes Brahms.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Lennhoff, Eugen & Posner, Oskar (1932) : Internationales Freimaurer-Lexikon. München : Almathea-Verlag, 1980 (ISBN 978-3-85002-038-1)