Gens Octavia
Ar gens Octavia a oa un tiegezh plebeian e Roma an Henamzer, a oa savet da diegezh patrisian gant Julius Caesar er Iañ kantved kt JK.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kentañ den brudet er gens e oa Gnaeus Octavius Rufus, quaestor war-dro 230 kent JK. A-hed an daou gantved goude e voe meur a garg uhel etre daouarn an Octavii ; an hini uhelañ avat a voe gant Gaius Octavius, niz da Julius Caesar, advabet gantañ, anvet da Augustus gant ar Sened roman e 27 kent JK.
Orin ar gens[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dont a rae an Octavii eus kêr Velitrae, ur gêr Volsk, e menezioù Alba, hervez an istorour roman Suetonius (De Vita Caesarum, "Augustus," 1).
Praenomina implijet gant ar gens[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Sede ar praenomina muiañ implijet gant an Octavii :
Publius ha Servius a voe implijet en amzer an impalaeriezh.
Tud eus ar gens[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Octavii Rufi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gnaeus Octavius Rufus, quaestor war-dro 230 kent JK.
- Gnaeus Octavius Cn. f., praetor e 205 kent JK