Garota de Ipanema

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Garota de Ipanema (Plac'h eus Ipanema) zo ur ganaouenn eus Brazil, savet e 1962 gant Vinícius de Moraes hag Antônio Carlos Jobim. Unan eus brudetañ kanaouennoù ar Bossa Nova eo, savet d'ur plac'h eus Ipanema, karter un draezhenn brudet e kêr Rio de Janeiro.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da gentañ e oa bet anvet Menina que passa, ha disheñvel e oa ar c'homzoù, savet gant Vinícius :

Vinha cansado de tudo
De tantos caminhos
Tão sem poesia
Tão sem passarinhos
Com medo da vida
Com medo de amar
Quando na tarde vazia
Tão linda no espaço
Eu vi a menina
Que vinha num passo
'Cheio de balanço
Caminho do mar

Koulskoude, na Tom na Vinícius ne oant sot gant ar c'homzoù-se. Adsavet e voe goude gant Vinícius, awenet gant ar goantenn Helô Pinheiro, a dremene alies dirak ar Bar Veloso (advadezet Garota de Ipanema hiziv), hag a zo en Ipanema.

Tom ha Vinicius a deue alies d'an ostaleri, da azezañ ouzh an taolioù dirak an davarn. Ar Garota de Ipanema, ar plac'h Heloísa, a oa o chom nepell e straed Montenegro, niverenn 22. N'eo nemet daou vloaz hanter goude, ha hi ajolbet, e klevas e oa bet awenerez ar sonaozour. Pa zimezas Heloísa, e kouvias Tom Jobim hag e wreg Teresa da vezañ testoù.