García Galiza

Eus Wikipedia

García Galiza pe García II (1042–1090), a voe roue Galiza div wech: etre 1065 ha 1071 da gentañ, hag etre 1072 ha 1073 goude.

Trede mab Fernando Iañ, roue León, hag e bried ar rouanez Sancha de León e oa. E vamm a oa merc'h da Alfonso V León. Breur yaouankoc'h e oa d'an daou roue, Sancho II Kastilha el Fuerte hag Alfonso VI León el Bravo. Div c'hoar o doa ivez: an infantezed Elvira de Toro hag Urraca Zamora. Prizoniet e oa bet gant e vreur Alfonso, ha mervel a reas er vac'h e kastell Luna, er bloaz 1090.