Gang marc'htanerien e-maez al lezenn
Ur e-maez al lezenn, (saozneg : outlaw motorcycle club) berraet en gang marc'htanerien pe bikie club (en Aostralia), a vez graet eus un issevenadur tro-dro da implij ar marc'h-tan, dreist-holl an Harley-Davidson hag ar choppers, ha gant pennaennoù frankiz, disentiñ a-enep d'ar sevenadur hollek, ha gant lealded d'ar strollad. Ganet eo an issevenadur-se er Stadoù-Unanet e fin ar bloavezhioù 1940 hag emledet eo abaoe dre ar bed-holl.
Er Stadoù-Unanet, seurt kluboù marc'htanerien a vez gwelet evel "maez lezenn" n'eo ket dre ma vez sevenet obererezhioù enep lezenn ganto met dre n'int ket degemeret nag aotreet gant an American Motorcyclist Association (AMA) hag ar re-se na sentont ket da reolennoù an AMA. Ar gangoù-se, o deus savet lezennoù evit pep hini anezho hervez o c'hoantoù da vezañ maez lezenn hag er sevenadur marc'htanerien[1][2][3][4][5]. Evit Departamant Justis ar Stadoù-Unanet ez eo ar "gang marc'htanerien maez lezenn" , "aozadurioù gant izili a implij o marc'h-tan evit seveniñ obererezhioù torfedel".[6]
A-wechoù e vez lakaet war-wel an dregantad "1%" gant izili ar strolladoù-mañ, evit diskouez emaint er-maez eus an 99% eus ar varc'htanerien a zouj ouzh al lezennoù.
Strolladoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar stirad Sons of Anarchy (2008-2014) hag e spin-off Mayans M.C. (2018-2023) a heuilh troioù-kaer strolladoù bikers hag a gas oberioù e-maez al lezenn.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Drew, A. J. (2002), The everything motorcycle book: the one book you must have to buy, ride, and maintain your motorcycle, Adams Media Corp, pp. 193–203, 277, ISBN 9781580625548, <https://books.google.com/books?id=wWnBPAAACAAJ>
- ↑ Dulaney, William L. (November 2005), "A Brief History of "Outlaw" Motorcycle Clubs", International Journal of Motorcycle Studies, <http://ijms.nova.edu/November2005/IJMS_Artcl.Dulaney.html>
- ↑ Wolf, Daniel R. (1992), The Rebels: a brotherhood of outlaw bikers, University of Toronto Press, p. 4, ISBN 9780802073631, <https://books.google.com/books?id=mgNRMZAg8N4C&q=%22Technically+the+label+outlaw&pg=PA4>
- ↑ Joans, Barbara (2001), Bike lust: Harleys, women, and American society, Univ of Wisconsin Press, p. 15, ISBN 9780299173548, <https://books.google.com/books?id=QEeaBjCKJvkC&q=%22The%20label%20outlaw%20motorcycle%20club&pg=PA15>
- ↑ Reynolds, Tom (2001), Wild ride: how outlaw motorcycle myth conquered America, TV Books, pp. 43–44, ISBN 9781575001456
- ↑ U.S. Dept. of Justice, Motorcycle Gangs, <https://www.justice.gov/criminal/ocgs/gangs/motorcycle.html>. Retrieved on Patrom:Date