Galoweb
| Galoweb | |
|---|---|
| Chadenn skinwel | |
| Krouet | 2022 |
| Perc'henn | LB Krouiñ |
| Yezh | gallaoueg |
| Bro orin | |
| Statud | Chadenn brevez |
| Chadennoù c'hoar | Brezhoweb, Òc Tele |
| Lec'hienn | www.galoweb.bzh |
| Skignañ | |
| Web | Ya |
| Takad skignañ | |
Galoweb a zo ur Web TV e gallaoueg, krouet e miz Mae 2022 gant skipailh ar chadenn dele e brezhoneg Brezhoweb, evit krouiñ ha skignañ abadennoù e gallaoueg. Ur chadenn brevez digoust eo, perc'hennet gant an embregerezh LB Krouiñ.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Meurzh 2022 eo bet filmet ar rannoù kentañ eus an abadenn Galichon e Pluverin[1].
E miz Mae 2022 ez eus bet roet lañs da Galoweb war an ton bras e Roazhon e Kuzul-rannvro Breizh, gant Lionel Buannic ha Florent Grouin, krouerien ar chadenn, asambles gant Kaourintine Hulaud, dilennadez rannvro e-karg eus ar gallaoueg[2],[3]. Er penn-kentañ e veze skignet rannoù an abadenn Galichon nemetken[4].
E miz Gouere 2022 eo bet skignet ar rann gentañ e gallaoueg eus an abadenn 4 minutes de temp, kinniget gant Vassili Moreau-Miossec, diwar-benn stad ar gallaoueg da heul an enklask sokioyezhel eus 2018, istitlet eo bet ar video e brezhoneg. Kinniget eo bet ar rannoù da heul adalek miz Genver 2023 gant Vincent Geffroy.
E 2023 eo bet roet lañs d'an abadenn Triple Gallo. Un abadenn e galleg gant rannoù zo e gallaoueg, evit ober anaoudegezh gant ar yezh. Skrivet e vez an abadenn gant Fabien Lécuyer ha kinniget gant Morgane Le Cuff, merc'h ar stourmer Jean-Loup Le Cuff,[5]
Abadennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abadennoù a bep seurt a vez skignet war Galoweb, a c'heller rannañ e div rummad : krouidigezhioù orin produet gant ar chadenn hag awenet gant abadennoù Brezhoweb, hag abadennoù advouezhiet e gallaoueg (tresadennoù-bev dreist-holl).
- Galichon (krouidigezh) : Un abadenn gant rimadelloù ha kanaouennoù e gallaoueg evit sikour da dreuzkas ar yezh, levezonet eo gant an abadenn Toutouig skignet war Brezhoweb.
- 4 minutes de temp' (krouidigezh) : Ur magazin kevredigezhiel awenet gant 4 munud e Breizh.
- Triple Gallo (krouidigezh) : Un abadenn e galleg hag e gallaoueg evit ober anaougezh gant ar gallaoueg.
- Menieres de dire (krouidigezh) : Ur rummad sketchoù bihan evit dizoleiñ an troioù lavar e gallaoueg, kinniget gant Morgane Le Cuff[5].
- Groufalo, Mab ar Groufalo, Zog (filmoù tresadennoù-bev advouezhiet)
Kevelerien hag arc'hantaouiñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Arc'hantaouet e vez Galoweb gant Rannvro Breizh abaoe 2022 evit krouiñ ha skignañ abadennoù e gallaoueg[2].
Kenlabourat a ra Galoweb gant ar chadennoù Brezhoweb ha TVR[4] en ur eskemm programmoù. Videoioù zo e gallaoueg a zo bet skignet war Brezhoweb gant istitloù e brezhoneg, ha meur a abadenn a zo bet skignet e gallaoueg istitlet e galleg war TVR[6].
Prizioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Galoweb a zo bet priziet pe war ar renk meur a wech evit Prizioù ar gallaoueg.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn](go) (fr) Lec'hienn Galoweb
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) La chaîne de télévision Brezhoweb a tourné un programme court en langue gallèse à Plumelin, Le Télégramme, d'an 20 a viz Meurzh 2022
- 1 2 (fr) Jean christophe Collet, WEBTÉLÉ : UN « GALLO » D’ESSAI AMBITIEUX, Rennes BUSINESS, d'an 31 a viz Mae 2022
- ↑ (go) Galoweb, ene chaïgne TV en galo !, Rannvro Breizh, d'an 20 a viz Mezheven 2022
- 1 2 Tarzh an noz : Florent Grouin a ginnig deomp Galoweb, c’hoar vihan Brezhoweb, Radio Naoned, d'ar 25 a viz Mae 2022
- 1 2 (fr) Loïc TISSOT, Morgane Le Cuff vit sa langue à « Triple Gallo », Ouest-France, d'an 12 a viz Here 2024
- ↑ (fr) Julie Rolland, Florent Grouin : "on veut donner une image moderne de nos langues", RCF, d'ar 1añ a viz Mezheven 2022
- ↑ (go) (fr) TVR Events : Priz du Galo - Les Prix du gallo 2022, TVR, d'ar 16 a viz Kerzu 2022
- ↑ (go) (fr) TVR Events : Priz du Galo - Les Prix du gallo 2023, TVR, d'an 22 a viz Kerzu 2023
- ↑ (go) Priz du galo : decouvréz les enlaorierës 2023 , Rannvro Breizh, d'ar 26 a viz Genver 2024
| Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |