Galloud ar merc'hed
Galloud ar merc'hed[1] zo un tem lennegel hag arzel boutin eus ar Grennamzer hag eus an Azginivelezh. Diskouez a ra ar baotred, diskouezet dre hengoun evel harozed pe fur, mestroniet gant ar merc'hed[2].
Ar pal eo skeudenniñ tudennoù brudet eus ar Bibl, eus an istor kozh, pe eus ar romantoù evit skeudenniñ furnez ar merc'hed, galloud ar garantez, ha taolioù-arnod an dimeziñ[3]. Un doare eo da zivizout ha da geñveriañ ar rolloù reizhel[4].
Kavout a reer tem Galloud ar merc'hed en arz an Azginivelezh an Norzh eus ar XVIvet kantved, a ziskouez galloud ar merc'hed war ar baotred, dreist-holl abalamour d'o c'hoant reizhel[5].
An danvez-se a oa bet studiet gant Natalie Zemon Davis e 1975, hag a ziskouezas e oa pal an emdroadurioù-se reiñ an tu da grouiñ digarezioù da c'hoarzhin ouzh emdroadur an aotrouniezh, ha dre-se e servijas kement-se da greñvaat framm an urzhaz[6].
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Pouvoir des femmes e galleg, Weibermacht en alamaneg, Power of Women e saozneg
- ↑ (en) Ainsworth, Maryan Wynn, et al., 2013, German Paintings in the Metropolitan Museum of Art, 1350–1600 [Taolennoù alaman e Mirdi arzoù ar gêr-benn 1350-1600], Metropolitan Museum of Art (New York)
- ↑ (en) Smith, Susan L. (2006). Margaret Schaus (ed.). Women and Gender in Medieval Europe: An Encyclopedia [Ar merc'hed hag ar reizh en Europa ar Grennamzer : un holloueziadur]. Taylor & Francis. pp. 844–845.
- ↑ (en) Babinsky, Elen L. (1997). Rev. of Smith, The Power of Women. Church History. 66 (2): 340–341
- ↑ (en) Salomon, Nanette (2004). Shifting Priorities: Gender and Genre in Seventeenth-Century Dutch Painting [Kemmañ ar pennaennoù : ar reizh hag ar rummad e livadur nederlandat ar XVIIvet kantved]. Stanford University Press.
- ↑ (en)Natalie Zemon Davis, 1975, Women on Top, Society and Culture in Early Modern France: Eight Essays, Stanford, California: Stanford University Press