Galetez (gwispid)
Ar galetez a zo gwispid sablek genidik eus Pont-Aven e Bro-Gerne. Graet eo o zoaz sablek gant amann, melen-vi, bleud ha sukr.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet e voe e 1890 gant ar baraer Isidore Penven e Pont-Aven e Bro-Gerne[1],[2],[3]. Awenet e voe gant ar berzh a reas ar c'houignoù sablek hag ar wastell giz Breizh er bloavezhioù 1860.
Goude e varv e timezas e intañvez da Alexis Le Villain, baraer e Pont-Aven eñ ivez, hag a grouas ar paledoù giz Breizh d'e dro e 1920, awenet gant ar galetez[4],[5]. Gwerzhet o deus, eñ hag e ziskennidi, an daou seurt kouignoù dindan ar merk Traou Mad betek bremañ[6],[7],[8],[9],[10].
Produet ez eus bet galetez war o lerc'h gant kalz gwispiderezhioù e Breizh :
- e 1905 e voe krouet ar galetez Sant-Mikael gant ar wispiderezh Saint-Michel eus Sant-Mikael-Keveger (Bro-Raez),
- galetez ar Vro Vigoudenn,
- galetez Fouenant (Bro-Gerne),
- galetez ar Rouedoù Glas gant ar wispiderezh Filet Bleu e Sant-Evarzeg (Bro-Gerne),
- gwispiderezh Lokournan (Bro-Leon)...
-
Galetez
-
Galetez ha paledoù
Kinniget ha miret e c'hall bezañ ar galetez e boestoù e metal kinklet brav[11].
Label kalite
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Marilhet ez eus bet un teul evit goulenn e vefe roet d'ar galetez giz Breizh ha d'ar paledoù giz Breizh ul lec'h orin gwarezet (LOG/IGP) dezho e 2012[12].
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Histoire de la pâtisserie... Le palet breton
- ↑ Galettes et palets bretons e www.joursheureux.fr
- ↑ Biscuiterie Isidore Penven: Fabricant de Biscuits bretons e Spécialités Bretonnes, 2014-06-07
- ↑ Biscuiterie Traou Mad e www.deconcarneauapontaven.com
- ↑ Galette Traou Mad e la-bretagne.com
- ↑ Galettes de Pont-Aven e www.biscuiterie-loc-maria.fr
- ↑ Palets de Pont-Aven Traou Mad e www.biscuiterie-loc-maria.fr
- ↑ Traou Mad a 100 ans : découvrez l'histoire du célèbre palet de Pont-Aven e www.actu.fr
- ↑ Traou Mad à Pont-Aven e www.toutcommenceenfinistere.com
- ↑ Pourquoi Galapagos a croqué la galette Traou Mad e www.lemonde.fr
- ↑ Les galettes bretonnes bientôt protégées, Keleier skinwel TF1 d'an 22 a viz C'hwevrer 2012 da 1e goude merenn
- ↑ Les biscuits bretons en quête de protection e www.20minutes.fr
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Galettes bretonnes war www.cuisineenfolie.com, gwelet e miz Gouere 2022
- (fr) Recette : Les sablés bretons de Nelly gant "Les Carnets de Julie", un abadenn eus Frañs 3
| Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |