Gabriel Fahrenheit
Gabriel Fahrenheit | |
---|---|
![]() | |
Ganet | 24 a viz Mae 1686 Dantzig () |
Marvet | 16 a viz Gwengolo 1736 Den Haag () |
Broadelezh | Republik an Div Vroad |
Tachennoù | Fizik |
Oberennoù heverk | Derez Fahrenheit |
Prizioù | ezel eus ar Royal Society |
kemmañ ![]() |
Daniel Gabriel Fahrenheit a zo ur fizikour alaman ganet d'ar 24 a viz Mae 1686 e Dantzig (Gdańsk hiziv an deiz) e Polonia. Marvet eo d'ar 16 a viz Gwengolo 1736 e Den Haag (Izelvroioù). Ar skeul temperadur en e anv en deus ijinet.
En em staliañ a reas en Izelvroioù. Ijiner an aerometr hag ar gwrezverker merkur en e anv eo: e wrezverker a zo rannet etre 212 derez; e pennoù hennezh emañ tommder an dour o virviñ hag hini ar yenijenn vrasañ produet gant ur meskaj erc'h ha hoalen amoniak: ar poent 0 er gwrezveker kantvedennel a zo kevatal d'an 32° war skeul Fahrenheit. 100 °F eo temperadur ur marc'h yac'h. E wrezverkoù kentañ 'oa leuniet gant etanol, met disoc'hoù gwelloc'h n'oa gant merkur. Ijinet n'eus ivez ur gleborverker gwellaet. E 1714 ec'h ijin ar gwrezverker gentañ modern gant merkur.
Implijet 'veze kalz e wrezverkoù e Europa a-raok ma emgavje an derez Celsius. E skeul temperadur a vez implijet c'hoazh an deiz a hiriv e Amerika an Norzh hag e Jamaika.