Mont d’an endalc’had

Gabriel-Louis Guilloux

Eus Wikipedia

Gabriel-Louis Guilloux (Gabriel Guillouz[1] pe Gabriel Loeiz Gwilhoù[2] er skridoù brezhonek) a oa ur skrivagner hag ur geriadurour breizhat, ganet e Mêlrant d'an 19 a viz Mezheven 1903 ha marvet e Sant-Gregor d'an 9 a viz Gouere 1989[3].

Merket e oa bet Gabriel-Louis Guilloux gant e vugaleaj e Mêlrant, e-kichen Baod, « é kalon en douareuiér »[4]. Chomet e oa tomm e galon ouzh e barrez c'henidik goude-se. Bevañ a reas eno betek e 13 vloaz, e 1916, pa'z eas da Bontkastell da studiañ e skol Frered Sant-Gabriel[2]. D'ar mare-se e oa e soñj da vont da visioner, met diwezhatoc'h e cheñchas soñj, hag eñ ha treiñ kein d'ar relijion. E-pad dek vloaz e labouras en un ti-bank e Pondi, ha da c'houde evel rener kenwerzhel en un embregerezh binvioù labour-douar[2].

Er bloavezhioù 1970 e skrivas e eñvorennoù yaouankiz. Ouzhpenn e vugaleaj e konte ivez buhez pemdez an dud e Mêlrant gwechall[1], ha levezon ar relijion gristen warni, gant ar person, ar gouelioù hag ar glad[5]. E kazetenn ar gumun eo bet embannet e destennoù[2].

Skol bublik Mêlrant zo bet roet anv Gabriel-Louis Guilloux dezhi[6].

Gabriel-Louis Guilloux en doa kement a joa ouzh e barrez c'henidik hag ouzh ar yezh a gaozee a vihanik. War barlenn e vamm en doa desket brezhoneg Gwened. Brezhoneg yac'h en doa klevet gant e dad, marvailhour anezhañ.

Evit doare e stagas da labourat evit ar brezhoneg a-drugarez da Jorj Belz, war-dro 1980, ur wech aet war e leve eta[2]. E levr eñvorennoù a droas er bloavezhioù 1980[2] : gant Hor Yezh e voe embannet ar stumm brezhonek, Hor bara pamdiek e anv, e 1984[2]. Kenlabourat a reas ivez gant ar gelaouenn wenedek An Doéré, en ur skrivañ sorbiennoù hag en ur dreiñ kontadennoù hag a oa bet dastumet digant e dad gant Frañsez Kadig[1][3].

Ur pezh mell labour all a voulc'has Gabriel-Louis Guilloux war ar memes tro, abalamour da sevel ur geriadur gwenedeg nevez. Pell amzer a oa ne oa ket deuet er-maez unan ha kavout a rae dezhañ e oa diamzeriet un tamm al levrioù a oa anezho : ne oant ket klok ha ne gaved ket enno ar c'heriaoueg vodern hag o doa ezhomm ar re yaouank anezhi[7]. E-pad meur a vloaz e voe dastumet, fichennet ha renket 28 000 a c'herioù gantañ[1]. Lod gerioù a oa bet klevet gantañ war an dachenn, e Mêlrant pe e lec'h all e Bro-Gwened. Lod all en doa dastumet er gelaouenn Dihunamb hag e daou c'heriadur kozh (hini Gwilhevig hag ar Gov hag hini Ernod). Adimplijet en doa ivez gerioù meneget e geriadur Vallée, goude bezañ lakaet liv brezhoneg Gwened warno[2]. An dastumad gerioù-se a yeas d'ober ar Grand dictionnaire français-breton du dialecte de Vannes, teir levrenn dezhañ, embannet gant Hor Yezh etre 1984 ha 1992.

  • Grand dictionnaire français-breton du dialecte de Vannes, Hor Yezh, 1984
  • Hor bara pamdiek, Hor Yezh, Lesneven, 1984-1988-1992
  • Kemener Melrand, An Doéré, niv. 18
  • Marteloded Kelwen, An Doéré, niv. 18
  • Perhindour Sant-Lubin, An Doéré, niv. 30
  • Kroéz ar Vosenn, An Doéré, niv. 36
  • Pierig ar Meliner, An Doéré, niv. 37

Liammoù diavaez ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1 2 3 4 An Doéré - dastumadenn e brehoneg Bro Gwened, miz Mehuen 1984, niv. 13
  2. 1 2 3 4 5 6 7 8 RAOUL Lukian, Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, Al Liamm, 1992
  3. 1 2 An Doéré - dastumadenn e brehoneg Bro Gwened, diskar-amzer 1989, niv. 32
  4. ↑ GUILLOUX Gabriel-Louis, Hor bara pamdiek, Hor Yezh, Lesneven, 1984
  5. ↑ HEULIN Anthony, La mort dans l’oeuvre de Yann-Ber Kalloc’h et Loeiz Herrieu : analyse de l’idée de la mort dans les poèmes de Yann-Ber Kalloc’h écrits pendant la Première Guerre mondiale et dans le récit de guerre Kammdro an Ankoù, Le Tournant de la mort, de Loeiz Herrieu, 2015
  6. ↑ Mairie de Melrand, Ecole publique Gabriel Louis Guilloux
  7. ↑ GUILLOUX Gabriel-Louis, Grand dictionnaire français-breton du dialecte de Vannes, Hor Yezh, 1984