Mont d’an endalc’had

Gaëtan Rondeau

Eus Wikipedia

Gaëtan Rondeau, ganet e Gorron (Mayenne) d'ar 7 Kerzu 1873 ha marvet d'an 10 Here 1971, zo bet maer Naoned.

Alvokad e oa bet e Pariz (adalek 1896 betek 1900) hag e Naoned da c'houde (adalek 1900 betek 1906).

Sekretour-meur Naoned eo bet dindan ar vaered Paul-Émile Sarradin, Gabriel Guist'hau ha Paul Bellamy.

Anvet e voe da vaer e-pad an Eil Brezel-bed, adalek miz Mae 1941 betek ma roas e zilez d'an 10 a viz Here 1942.

Sevel a reas a-enep diviz gouarnamant Vichy da droc'hañ Breizh e div lodenn ha lakaat Naoned en ur rannvro ma oa Anjev en he fenn, rak "Naoned eo kêr-benn Breizh koulz e-keñver istor, politikerezh hag ekonomiezh".

E-pad e respet maer, d'an 20 a viz Here 1941, e voe muntret Karl Hotz, an ofisour a oa e penn ar soudarded alaman el Liger-Atlantel, gant rezistanted. Evel dial e voe fuzuilhet 48 gouestlad, d'an 22 a viz Here, e Kastell-Briant (27 den), e Naoned (16) hag er Mont Valérien, e-kichen Pariz (5).