Mont d’an endalc’had

GAZ-69

Eus Wikipedia
GAZ-69
car model
Iskevrennad eusoff-road vehicle Kemmañ
Anv er yezh orinГАЗ-69 Kemmañ
Raklec'hiet gantGAZ-67 Kemmañ
Heuliet gantUAZ-469, GAZ-69A Kemmañ
SaverGAZ Kemmañ
Lec'h produiñOulyanovsk Kemmañ
Keflusket gantgasoline engine Kemmañ
GAZ-69A
Ur GAZ-69A gwelet eus a-dreñv.

Ar GAZ-69 zo ur c'harbed peder rod-gefluskañ soviedel produet gant GAZ (ГАЗ, pe Gorkovsky Avtomobilnyi Zavod, Uzin otioù Gorky) eus 1953 betek 1956, ha goude-se er stumm UAZ etre 1956 ha 1972, memes ma oa chomet brudet an holl garbedoù-se dindan an anv GAZ-69. Produet e voe e Roumania betek 1975 ivez[1]. Karr skañv diazez an arme soviedel e voe betek 1971, pa gemeras an UAZ-469 e blas tamm-ha-tamm. Adimplijet e vez skouerennoù anezhañ gant arme Rusia er brezel en Ukraina abaoe deroù 2025, abalamour ez eus bet distrujet kalz a garbedoù modernoc'h en emgannoù[2].

E Norzhkorea e vez graet Kaengsaeng 68 pe Sungri 4.10/25 eus ar c'harbed.

  1. (en) THOMPSON Andy, Cars of the Soviet Union, Haynes Publishing, Somerset, UK, 2008, p. 70.
  2. (fr) LOMBARD Marie, Ukraine: en mal de blindés, la Russie exhume le GAZ-69, camion antédiluvien et relique soviétique, Géo, 01/04/2025 (lennet d'an 03/04/2025)