Mont d’an endalc’had

Fuzuilhadeg tavarn Austin e 2026

Eus Wikipedia
fuzuilhadeg tavarn Austin e 2026
fuzuilhadenn a-yoc'h
BroStadoù-Unanet Kemmañ
E tiriadAustin Kemmañ
Lec'hBuford's Backyard Beer Garden Kemmañ
Daveennoù douaroniel30°16′12″N 97°44′59″W Kemmañ
Deiziad1 Meurzh 2026 Kemmañ
Armamentfuzuilh-arsailh Kemmañ
Chomlec'hBuford's, West 6th Street, Austin, Texas Kemmañ
OberourNdiaga Diagne Kemmañ
Map

D'ar 1añ a viz Meurzh 2026, ur fuzuilhadeg a-yoc'h a oa bet en un davarn en Austin, Texas, Stadoù-Unanet. Tri den a oa bet lazhet, an tenner en o mesk, ha pevarzek den a oa bet gloazet. Ar susped, Ndiaga Diagne, 53 bloaz a oa bet lazhet en un eskemm tennoù gant ar boliserien.

Ar fuzuilhadeg a c'hellfe bezañ un dagadenn sponterezh liammet ouzh ar brezel en Iran[1][2].

An FBI a zo karget eus an enklask war an dagadenn ha lavaret a ra e c'hellfe bezañ un obererezh sponterezh dre ma'z eus "indikadurioù" hag a oa bet kavet war an tenner hag en e oto. Ar Bureau of Alcohol, Tobacco, Firearms and Explosives a furch ivez evit gouzout petra eo abeg an dagadenn[3]. Ar prezidant stadunanat Donald Trump a oa bet kemennet dezhañ ar fuzuilhadeg. An nerzhioù polis a oa bet o furchal e ti Diagne, hag eno e oa bet kavet banniel Republik Islamek Iran ha poltriji eus pennoù bras Iran.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]