Mont d’an endalc’had

Fuzuilh flour he c'hanol

Eus Wikipedia
Fuzuilh dezhi daou ganol flour dreistlakaet. Digor eo an arm evit bezañ karget gant kartouchennoù (e du).

Ur fuzuilh flour he c'hanol zo un arm-skoaz dezhañ unan pe meur a ganol flour, hep rizennoù, savet evit tennañ kartouchennoù-chase. Ar braz eus ar fuzuilhoù-mañ a zo fuzuilhoù-chase anezhe, met lod a vez implijet e bed ar polis pe an arme. Betek kreiz an XIXvet kantved e oa kanolioù flour da dost an holl armoù-tan hiniennel, ne vern o flatinenn (mechenn, rod, kailhastr...).

Ar fuzuilhoù flour o c'hanol a c'hall bezañ :

  • un-tenn, gant ur c'hanol hepken. Ral eo deuet an doare-mañ da vezañ hiziv-an-deiz ;
  • gant daou ganol un-tenn pep hini, hag a c'hall bezañ kichen-ha-kichen pe dreistlakaet (an eil a-us egile) ;
  • gant ur c'hanol hepken hag ur sistem tennata dre zorn dre bomp (fuzuilh-pomp) ;
  • gant ur c'hanol hepken, gant ur sistem tennata damaotomatek, dre argil peurliesañ. E kalz broioù evel Bro-C'hall eo endalc'h an armoù-mañ teir c'hartouchenn hepken abalamour d'al lezenn.
Ur gartouchenn kalibr 12, enni plomoù n°8, graet evit bezañ tennet gant ur fuzuilh flour he c'hanol.

Kalibr ha munisionoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pennad pennañ : Kartouchenn-chase

Eztaolet e vez kalibr ar fuzuilhoù flour o c'hanol gant un niver etre 4 ha 36. Ar c'halibr implijetañ hiziv-an-deiz, e bed ar chase koulz hag an nerzhioù surentez, eo an 12. E bed ar chase, ar bannadelloù er c'hartouchennoù a c'hall bezañ drajez plomoù, dezhe mentoù a bep seurt, pe reoù unpezh anvet slug (pe brenneke diwar wreskanvadur). E bed an nerzhioù surentez e c'hall bezañ kavet bannadelloù all : bouligoù kaoutchoug e-lec'h ar plomoù, boulenn gaoutchoug nemeti, bannadelloù lakrimojen, da verkañ, pe tarzh (poultr bouret evit lakaat elfennoù-stagañ an dorioù hep risk dazlamm)...[1]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ (fr) LAMOTHE Arnaud, Guide pratique des armes à feu, 2025, p. 64, ISBN 979-10-415-6214-5
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan