Fuzuilh eneptank
| Iskevrennad eus | personal anti-tank weapon, fuzuilh, man-portable anti-tank system |
|---|

Ur fuzuilh eneptank a vez graet eus ur fuzuilh savet evit toullañ hobregonoù karbedoù stourm hobregonet, dreist-holl re an tankoù, karbedoù dezougen soudarded hobregonet, ha karbedoù stourm troadegiezh. An droienn a vez implijet alies evit armoù hag a c'hell bezañ douget hag implijet gant un den nemetken. A-wechoù avat e vez implijet evit armoù all ivez ha n'int ket hezoug[1]. Implijusted an doare armoù-se evit ar gefridi toullañ hobregonoù a zo deuet gant ar c'hentañ tankoù war Talbenn Kornôg ar Brezel-bed kentañ hag implijet e oant bet betek Brezel Korea. An tankoù etre hag an tankoù ponner a oa deuet da vezañ re hobregonet evit gellout bezañ toullet gant kartouchennoù dibleg tennet gant fuzuilhoù hag a c'helle bezañ douget gant ur soudard nemetken. Implijet e oant c'hoazh a-enep karbedoù hobregonet treutoc'h, memes ma oa deuet war-wel armoù nevez evel ar fuzuilhoù digil hag ar rocket-propelled grenade evel ar bazooka evit en em zifenn a-dost rak an tankoù.
Skouerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lahti L-39 (
Finland) - Tankgewehr M1918, Panzerbüsche 39 (
Alamagn) - PTRD-41 (
URSS) - Boys (
Rouantelezh-Unanet)
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Tom Murphy (17 September 2019). The Swiss Army's First Mass Anti-Tank Rifle The Tankbüchse (Tb) 41 24mm. A 74 kg (163 lb) "anti-tank rifle" requiring seven men to set it up.