Fuzuilh enepdafar
| Iskevrennad eus | fuzuilh, Fuzuilh-resisted |
|---|---|
| Anvet diwar | dafar milourel |

Ur fuzuilh enepdafar a vez graet eus ur fuzuilh savet da vezañ implijet a-enep dafar, savadurioù milourel, kentoc'h eget a-enep tud. Ar fuzuilhoù enepdafar a zo kambret gant kalibroù uheloc'h evit ar fuzuilhoù standart hag implijet e vezont evit tennañ war kombodoù kefluskerioù pe karbedoù hep hobregon pe hobregonet skañv. Ne oant ket bet savet gant ar soñj da vezañ implijet evit tennañ war tud, met ar munisionoù ponner ha bliv a ro tro da dennañ eus pell-kenañ pa vezont keñveriet gant ar fuzuilhoù resisted standart. Ar fuzuilhoù enepdafar a zo savet pe e stumm bolt-action pe damaotomatek.
Ar fuzuilhoù enepdafar zo bet awenet gant ar fuzuilhoù eneptank, hag a oa bet krouet gant an Alamanted e-kerzh ar Brezel-bed kentañ.[1] evit talañ ouzh an tankoù saoz oc'h erruout war Talbenn kornôg ar brezel. Hiziv-an-deiz an tankoù stourm diazez ha darn eus ar c'harbedoù hobregonet a zo gwarezet diouzh tennoù ar fuzuilhoù enepkarbed, met ar rummad fuzuilhoù-se a vez implijet c'hoazh evit tagañ karbedoù hep hobregon pe hobregonet-skañv[1]. Gallout a reer implijout anezho ivez war sibloù difiñv evel karbedoù-nij difiñv, bannerien misiloù, radarioù, munisionoù didarzh, karbedoù douar skañv, daafar kehentiñ, armoù ponner ha seurt sibloù. Dedennus e chom an armoù-se rak efedus int evit labezañ pe distrujañ sibloù a-bell hag evit ur c'houst izel[1].
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 ha1,2 Anti-materiel Rifles (Research Note 7) (en)(2011-06-30).