Mont d’an endalc’had

Fuzuilh Tchang Kai-chek

Eus Wikipedia
Fuzuilh Tchang Kai-chek
Stumm 24
Stumm Zhongzheng


Ur fuzuilh Stumm 24
Kinnig
Bro Gouarnamant broadelour Sina
Doare Fuzuilh
Mont en-dro Tennata dre zorn, dre vorailh
Munisionoù 7,92 × 57 mm Mauser
Produerien Arsanailhoù Gongxian, Hangyang, Jinling ha Guangzhou
Mare produiñ 1935-1949
Niver produet War-dro 600.000
Brezelioù Brezel etre Sina ha Japan, Eil Brezel-bed, Brezel diabarzh Sina, Brezel Korea, Brezel Viêt-Nam
Perzhioù teknikel
Stumm 1869
Mas 4,08 kg
Hirder 1.110 mm
Hirder ar c'hanol 600 mm

Hed-tenn efedus 500 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 810 m/s
Endalc'h Karger diabarzh 5 kartouchenn pourveziet gant ur c'hlip
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Ar Fuzuilh Tchang Kai-chek (中正式), anvet ivez fuzuilh Zhongzheng (diwar eil anv Tchang Kai-chek), fuzuilh Jeneral Meur, pe Type 24 (二四式), zo ur gopienn doare sinaat eus ar fuzuilh-vorailh alaman Mauser Standard-Modell, emdroadur stumm karabinenn ar Gewehr 98 alaman ha diaraoger ar Karabiner 98k, ha kambret e 7,92 × 57 mm[1]. Kroget e oa arnodiñ ar fuzuilh Tchang Kai-chek e 1935 (24vet bloavezh an deiziataer republikan sinaat, setu perak an anv doare 24), pa felle d'ar gouarnamant broadelour unvaniñ an armoù implijet gant e arme[2]. Anvet e voe Type 79 gant komunourien Sina war lerc'h.

Ur soudard eus an Arme Vroadel Dispac'hel oc'h evezhiañ un nijerez P40 stadunanat (1942).

Ar fuzuilh a oa bet produet a-vras adalek 1935, en 11vet arsanailh (Gongxian) da gentañ, hag e reoù Hanyang, Guanzhou ha Jinling war-lerc'h[2]. Implijet e voe er brezel etre Sina ha Japan hag er brezel diabarzh war-lerc'h. Servijout a reas e brezelioù Korea ha Viêt Nam ivez.

En desped da se, ret e voe gortoz an Eil brezel etre Sina ha Japan evit ma vije standardizet ar produerezh da vat. 600 000 fuzuilh Jeneral Meur a oa bet produet en holl [3][4] (e-keñver 1 milion evit an Hanyang 88, bet implijet gant meur a strollad armet er vro ivez) [5].

  1. ↑ (en) Chiang Kai-Shek rifle, Imperial War Museums (lennet d'an 20/12/2025)
  2. 1 2 (en) Rifle: Chinese Mauser Zhong Zheng Shi (Chiang Kai-shek) (diell), C&RSENAL, 10/12/2011 (lennet d'an 20/12/2025)
  3. ↑ About 600,000 of all models were produced between 1935 and 1949, About 600,000 of all models were produced between 1935 and 1949,
  4. ↑ https://web.archive.org/web/20070331231357/http://www.secwar.net/News/2007128154426.html of which ~400,000 had been produced during the war.
  5. ↑ Production of the rifle ceased in 1944, 1.1 million rifles having been produced (Gouhere 2016) Kangzhan: Guide to Chinese Ground Forces 1937–45. Helion & Company. ISBN 9781910294420. 
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan