Fuzuilh Jeneral Liu
Fuzuilh Jeneral Liu | |
---|---|
![]() Ur fuzuilh Jeneral Liu diskouezet en Armémuseum e Stockholm | |
Kinnig | |
Bro | ![]() |
Doare | Fuzuilh damaotomatek |
Mont an-dro | Tennata dre amprest-gazoù |
Munisionoù | 7,92 × 57 mm Mauser |
Ijiner | Jeneral Liu Qing En |
Mare ijinañ | War-dro 1914 |
Produerien | Pratt & Whitney Arsanailh Hanyang |
Skouerennoù produet | War-dro 10 |
Pouez ha muzulioù (stumm orin) | |
Mas | 4,7 kg |
Hirder | 1.225 mm |
Hirder ar c'hanol | 647 mm |
Perzhioù all | |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 780 m/s |
Endalc'h | Karger diabarzh 6 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar fuzuilh Jeneral Liu a zo ur fuzuilh-emgann damaotomatek sinaat anvet diwar anv e ijinour, ar jeneral Liu Qing En (1869–1929), a oa penn-melestrour arsanailh Hanyang, e-kichen Wuhan. Anv e grouer a zo chomet ganti rak biskoazh ne voe roet unan ofisiel d'an arm, a voe produet un dornad a skouerennoù anezhañ hepken. Unan eus fuzuilhoù damaotomatek kentañ Sina e voe.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evel broioù all er bloavezhioù 1910 e klaskas Republik Kentañ Sina ijinañ armoù-tan efedusoc'h hag uheloc'h o lusk-tennañ evit ar fuzuilhoù-morailh implijet d'ar poent-se gant armeoù ar bed. Liu Qing En a savas ur fuzuilh damaotomatek kambret e 7,92 × 57 mm Mauser, ur gartouchenn implijet dija er fuzuilhoù alaman Gewehr 98 da skouer.
He sistem tennata a oa dre amprest-gazoù. Damheñvel e oa ouzh hini ar fuzuilhoù Bang[1] : ur pezh e beg ar c'hanol a zastume ar gazoù, a vonte war ur meud, hag a lakae d'e dro ar gulasenn da fiñval. Implijet e voe ar memes gwikefre diwezhatoc'h er fuzuilhoù Gewehr 41 alaman ha stummoù kentañ an M1 Garand stadunanat. Pourveziet e oa fuzuilh ar jeneral Liu gant ur c'harger diabarzh 6 tenn.
Mont a reas Liu asambles gant seizh kenvroad all da Stadoù-Unanet Amerika e dibenn 1914, evit prenañ mekanikoù da broduiñ an arm digant an embregerezh Pratt & Whitney, e Hartford (Connecticut). Ur skouerenn eus ar fuzuilh a voe produet eno, ha kaset o doa ar Sinaiz ganto skouerennoù all produet e arsanailh Hanyang. Liu a chomas betek miz Even 1915 e Hartford. Karget e voe ar mekanikoù da broduiñ an armoù war-vourzh ur vag, met kollet e voe ar gargamant, ha paket e voe ar jeneral gant ur GGE ur wech distro da Sina[2]. Diwar-neuze e voe dilezet ar raktres fuzuilh gant Sina. Daou vloaz war-lerc'h en em gavas ar mekanikoù e Sina a-benn ar fin. Lezet e voent e porzh Shanghai e-pad daou vloaz a-raok bezañ kaset d'un arsanailh evit produiñ armoù all[3].
En holl e voe produet un dek skouerenn bennak hepken eus fuzuilh ar jeneral Liu. Un amprouenn kaset e miz Gwengolo 1916 gant an arme sinaat a ziskouezas ez ae mat ar skouerenn produet e SUA en-dro, met kudennoù a oa gant ar re produet e arsanailh Hanyang, abalamour d'ur winterell re izel he c'halite[4].
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar fuzuilh Jeneral Liu a c'haller implijout er c'hoarioù video Battlefield 1 hag Enlisted[5]
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) HATCHER Julian S., Hatcher's notes, The Stackpole Company, 1966, p. 147
- ↑ (en) Chinese Liu Rifle (diellet), American Rifleman, 05/08/2009 (lennet d'an 29/01/2025)
- ↑ (en) McCOLLUM Ian, General Liu Rifle, Forgotten Weapons (lennet d'an 29/01/2025)
- ↑ (en) Hervez rentañ-kont an amprouenn (troet e saozneg), tapet diwar al lec'hienn Forgotten Weapons (pellgarget d'an 29/01/2025)
- ↑ (en) General Liu Rifle, IMFDB (lennet d'an 29/01/2025)