Fuzuilh-liorzh
Neuz

Ur fuzuilh-liorzh, pe fuzuilh-jardin (diwar ar saozneg garden gun), zo un arm-skoaz flour he c’hanol, kambret evit kartouchennoù bihan o c'halibr enne plomoù peurliesañ, hag implijet dreist-holl evit lazhañ loened bihan (krignerien pe lapoused da skouer) a gustum debriñ pe distruj ar plant gounezet, pe aloubiñ lec'hioù implijet gant Mab-den. Armoù berr hag aes da zornata int, efedus war hedoù-tenn berr (betek ur pemzek metr bennak), hag abalamour d'o galloud izeloc'h e vezont implijet a-wechoù e lec'hioù kloz evel ar grañjoù, ar magazennoù, pe e lec'hioù digor evel an aerborzhioù zoken.

Kalibroù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Peurliesañ eo kambret ar fuzuilhoù-liorzh evit :
- kartouchennoù-chase bihan o c'halibr evel ar .410 hag an .360 ;
- kartouchennoù 9 mm Flobert, dezhe plomoù pe ur boled[1], en Europa dreist-holl, pe kartouchennoù skoet war o zro evel an .22 WMR pe an .22 Long Rifle karget gant plomoù e Norzhamerika. Berr eo hed-tenn efedus ar munisionoù a seurt-se, ha izel a-walc'h o zrouz.
Skouerioù fuzuilhoù-liorzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Marlin Model 25MG
- Remington Model 511SB
- Winchester Model 67
- Henry Garden Gun
- rummad Chiappa Little Badger
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Que faut-il savoir sur la carabine 9 mm ?, war lec'hienn Jean-Pierre Fusil (lennet d'an 29/04/2025)