Arm-kelenn

Un arm-kelenn zo un arm savet pe treuzfurmet evit gellet deskiñ da implijerien nevez penaos ober gantañ. Soudarded pe izili nerzhioù surentez a ra gante peurliesañ. Armoù-kelenn a c’haller gwelet e mirdioù ivez. A-wechoù en Istor int bet lakaet etre daouarn bugale pe krennarded, pa oa anv da vilourekaat ar gevredigezh, evit prientiñ anezhe da vrezeliñ da skouer, evel er batailhonoù skol e Bro-C'hall (1882-1892).
Armoù-tan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Armoù-kelenn oberiant
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An armoù-tan-mañ zo heñvel o stumm ouzh an armoù reolius, met kemmet int bet evit degemer kartouchennoù bihanoc'h (.22 Long Rifle da skouer), kement-mañ evit arboellañ arc'hant diwar ar munisionoù. Reoù all a vez kambret evit ar munision standart, met kemmet evit bezañ pe un-tenn hepken, pe damaotomatek nemetken evit an armoù aotomatek a-orin[1]. En o zouez e c'haller menegiñ :
- ul lodenn eus ar fuzuilhoù Chassepot a voe treuzfurmet e armoù-kelenn evit an droadegiezh c'hall adalek 1872[2] ;
- ar Springfield Model 1922, stumm kelenn ar fuzuilh stadunanat Springfield M1903 e .22 Long Rifle ;
- ar Mauser KKW (Klein Kaliber Wehrsportgewehr), stumm ar Karabiner 98k kambret e .22 LR evit deskiñ d'an Hitlerjugend, ha da unvezioù all, tennañ ;
- fuzuilhoù Mannlicher M1893 adkambret e .22 LR gant arme Portugal adalek 1946[3];
- an L98, stumm ar fuzuilh-arsailh vreizhveuriat L85A1, bet tennet e sistem amprest gazoù ha lakaet ur sistem tennata dre zorn en e lec'h ;
Armoù all n'int ket fuzuilhoù reolius savet an emgannoù, met implijet e vezont evit pleustriñ, evel ar fuzuilh-vorailh CZ 452 en arme Aostralia. Perzh fall an armoù kambret e kalibroù bihanoc'h evit o c'halibr orin eo ar fed ne vez ket boaziet an danvez-soudarded da anduriñ efed gwir o argil[4].
Armoù-tan divev
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An armoù-tan divev n'int ket oberiant. En o mesk e kaver reoù savet diwar pezhioù bet taolet er-maez eus an argerzh produiñ abalamour d'o sioù, ha reoù all uzet betek re[5]. Implijet e vezont evit boaziañ an deskidi da zornata, divontañ hag adsevel an arm, pe e-pad pleustradegoù war an dachenn ma c'hall an armoù bezañ gwallgaset pe torret[1]. Fuzuilhoù M14 tennet o skoer a vez pourveziet da zeskarded ar Virginia Military Institute's stadunanat, evit deskiñ dezhe bevañ gant o arm a-hed an devezh, pe evit dibunañ[6].
Armoù e kaoutchoug pe e plastek penn-da-benn, ruz pe glas peurliesañ, a c'hall bezañ roet d'ar soudarded nevez gant ar memes pal[7]. Armoù-tan all a vez didroc'het evit bezañ diskouezet evel maketennoù kelenn ivez.
- Ur martolod eus an U.S. Navy o pleustriñ gant ur fuzuilh-arsailh M4 faos.
- Pistolennoù Glock glas, evit deskiñ dornata anezhe.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 (fr) Les armes d'instruction et d'entrainement, Armement Réglementaire français (lennet d'ar 15/03/2026)
- ↑ (fr) DENACLARA Yves, Les armes Chassepot de théorie, Cibles n°664, miz Here 2025, pp. 82-85
- ↑ (fr) BARRET Marc, La carabine Steyr-Mannlicher Mod. 1896 en cal. .22 LR, Cibles n°660, miz Even 225, pp. 52-56
- ↑ (en) PIKE Travis, Cadet Rifles: How the U.S. Military Trains Recruits for War, National Interest, 02/12/2023 (lennet d'an 18/03/2026)
- ↑ (fr) Révolver modèle 1873 d’instruction, AIOLFI (lennet d'an 18/03/2026)
- ↑ (fr) Virginia Military Institute's Cadet Rifles, Guns & Ammo, 17/08/2017 (lennet d'ar 16/03/2026)
- ↑ Rubber duck ("houad kaoutchoug") pe Blue gun ("arm-tan glas") e vezont anvet er Stadoù-Unanet, ma vezont implijet kalz.