Fusil automatique Modèle 1917
| Fusil automatique modèle 1917 R.S.C. 1917 | |
|---|---|
Ur fuzuilh R.S.C. 1917 | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Fuzuilh damaotomatek |
| Mont en-dro | Tennata dre amprest gazoù, piston |
| Munisionoù | 8 mm Lebel |
| Produerien | Manufacture d'Armes de Saint-Étienne (pezhioù ha sevel) Manufacture d'Armes de Tulle (pezhioù) Manufacture d'Armes de Châtellerault (pezhioù) Manufacture d'Armes de Paris (pezhioù) |
| Mare produiñ | 1916–1918 |
| Niver produet | 85.333 (M1917) War-dro 4000 (M1918) |
| Pouez ha muzulioù M1917 / M1918 | |
| Mas (hep kartouchenn) | 5,25 kg / 4,8 kg |
| Hirder | 1.330 mm / 1.110 mm |
| Hirder ar c'hanol | 800 mm / 580 mm |
| Perzhioù all | |
| Hed-tenn efedus | 1.000 m |
| Tizh mont e-maez ar boledoù | 701 m/s |
| Endalc'h | Karger diabarzh pourveziet gant klipoù 5 kartouchenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B |
An RSC 1917 (evit Ribeyrolles Sutter Chauchat), en ur mod ofisiel Fusil automatique modèle 1917, a voe ar fuzuilh damaotomatek kentañ produet a-yoc'h ha roet da soudarded en Istor. Ijinet e voe e Frañs da vare ar Brezel-bed Kentañ, ma servijas e 1917-1918 war an talbenn.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adalek ar bloavezhioù 1890 e klaskas burevioù-studi an arme c'hall sevel fuzuilhoù damaotomatek ("aotomatek" eo ar ger a veze implijet d'ar mare-se). Al Lebel dre vorailh a oa neuze standart er vro. Al labourioù a zegasas e 1910 ar Meunier A6. Un nebeud skouerennoù anezhi a voe produet adalek 1913, ha ne servijas ket kalz war an dachenn. Deroù brezel an trañcheoù e miz Kerzu 1914 a ziskouezas interest an armoù damaotomatek. E 1915, ur bodad ennañ ar c'horonal Paul Chauchat hag an ijinourien Paul Ribeyrolles ha Charles Sutter a ginnigas pimpatromoù armoù nevez : ar fuzuilh-vindrailher Chauchat, hag ar fuzuilh a zeuas da vezañ an RSC 1917[1].
Savet e oa an RSC 1917 gant elfennoù al Lebel (lamm ha fust da skouer). Ur sistem-tennata dre amprest gazoù hag ur piston hir he doa, hag ur c'harger diabarzh gant ur c'hlip 5 kartouchenn[2]. Kambret e oa evit an 8 mm Lebel, ar pezh a blijas d'an arme peogwir e unvane ar munisionoù da reiñ d'ar soudarded, pa rae ar Meunier A6 gant ur c'halibr ispisial. Dibabet e voe an RSC M1917 en ur mod ofisiel gant an arme, met abalamour da gudennoù teknikel e krogas he froduiñ e miz Ebrel 1917 hepken[1].
16 skouerenn a voe kaset neuze e pep kompagnunezh c'hall ha fiziet en dennerien wellañ. Sioù a zeuas war-wel : skoilhet e chome an arm a-wechoù, gellet a rae e biston tarzhañ, ha re bonner ha re hir e oa (1330 mm) evit an emgann en trañcheoù dreist-holl. Un nebeud kemmoù evit simplaat mont en-dro ha produiñ ar fuzuilh a voe degaset war ar stumm kentañ-mañ[1].
E 1918 e voe degaset cheñchamantoù a-bouez : kemmet e voe sistem-pourveziañ ar fuzuilh evit gellet implijout laonennoù-kargañ ar Berthier 1907/15 enni. Berraet eus 20 cm ha skañvaet e voe ivez. Ar stumm nevez-mañ, anvet Fusil automatique modèle 1918 en ur mod ofisiel, pe R.S.C. 1918, a erruas re ziwezhat evit bezañ implijet war an talbenn[1]. Implijet e voe gant ar C'hallaoued e-pad Brezel ar Rif (1921-1927), met dilezet e voe gant an arme goude-se[3].
Produiñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a embregerezh a gemeras perzh e produiñ an RSC 1917 [4]:
- Manufacture d'Armes de Tulle : boestoù-kulasenn, kanolioù, pontigoù ;
- Manufacture d'Armes de Châtellerault : platinennoù ;
- Manufacture d'Armes de Paris (embregerezh prevez) : brec'hennoù, karteroù ;
- Manufacture d'Armes de Saint-Étienne : pezhioù all ha sevel dibenn ar fuzuilhoù.
Ar 85.333 skouerenn produet betek miz Gwengolo 1918 a voe montet er MAS, war-bouez ur c'hant bennak er MAC.
4000 skouerenn eus an RSC 1918 a voe produet hepken[3].
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An RSC 1917 a c'haller implijout e meur a c'hoari video, en o zouez Battlefield 1, Battlefield V pe World of Guns[5].
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Le fusil semi automatique RSC modèle 1917 : approvisionnement et tir., skeudennoù mut troet gant an arme c'hall e deroù 1918 evit bezañ implijet en ur film deskiñ (lec'hienn an ECPAD)
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Les 100 ans du fusil semi-automatique R.S.C. 1917, teuliad e La Gazette des Armes, niv. 498, miz Even 2017
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 1,2 ha1,3 (fr) Le fusil (semi-)automatique de 8 mm RSC modèle 1917, Armement réglementaire français (lennet d'an 19/06/2025)
- ↑ (en) POPENKER Maxim, RSC M1917, Modern Firearms (lennet d'an 18/06/2025)
- ↑ 3,0 ha3,1 (fr) Fusil Automatique Modèle 1918, Arme et Passion (lennet d'an 19/06/2025)
- ↑ (fr) Fusil Automatique Modèle 1917, Arme et Passion (lennet d'an 19/06/2025)
- ↑ (en) R.S.C. Mle 1917, IMFDB (lennet d'an 19/06/2025)
| |||||||||||||||||||||||