Mont d’an endalc’had

Furnez (vertuz)

Eus Wikipedia
Arouezenn an amzer renet gant ar furnez, Tizian, 1550, National Gallery

Ur mennozh prederouriezh eo ar furnez, ur vertuz eo, an hini gentañ euz ar beder vertuz evit an Henc'hresianed.

Alies e vez liammet ouzh ar furnez, ar skiant-prenet hag ar ouiziegezh.

En Etika Nikomakean e tispleg Aristoteles vertuz ar phronesis (henc'hresianeg : ϕρόνησις), troet peurliesañ evel preder, da lavaret eo : furnez pleustrek, barnedigezh pleustrek pe dibab reizh.