Fulminat merkur(II)
Neuz

Ar fulminat merkur(II) zo ur c'hompozad organomerkurel, Hg(CNO)2 e formulenn. Un danvez-tarzh eo, implijet en emorsoù hag en tarzherioù. Un danvez pistrius hag ekopistrius eo abalamour d'ar merkur a gaver ennañ, dindan stumm merkur(II). Ur fulminat eo, dezhañ ul liv gwenn-gris.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavet e voe gant ar c'himiour savoian Claude-Louis Berthollet e 1788. Amprouet e voe da gentañ evel un aozenn darzhus ; a-drugarez da zisoc'hoù labourioù Alexander John Forsyth e 1805 ha Joshua Shaw e 1822 e voe ensoc'het e kapsulennoù metal bihan, hag implijet evel emors en armoù-tan. Ar sistem-mañ a gemeras plas ar poultr du er platinennoù-kailhastr implijet betek-neuze[1]. Dilezet eo bet en armoù-tan abaoe deroù an XXvet kantved.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, ISBN 978-2-03-597965-0, p. 80-81